Gelulenn amoxicillin, eus familh ar beta-lactaminoù, unan eus antibiotikou gourc'hemennetañ er bed

Un antibiotik (eus an hen-gresianeg anti : "a enep da" ha bios : "ar vuhez") pe bevastaler[1][2][3] e brezhoneg, zo un danvezenn kimiek naturel pe sintezennel a zistruj pe a harz diorren ar bakteri. Antibiotikoù lazh-bakteri a vez graet eus ar re gentañ, pa vez graet antibiotikoù bakteristatik eus ar re all. Bez e c'hell un antibiotik bezañ bakteristatik pa vez nebeut outañ ha lazh-bakteri pa vez muioc'h outañ.

Diouzh molekulennoù naturel ez eo savet un niver bras a antibiotikoù. Krouet int gant mikro-organegoù : kabelloù touseg pe bakteri all. Produet int a-benn lazhañ bakteri kevezer war ar memes biotop egeto. Koulskoude, n'ez eus nemet un niver bihan a antibiotikoù naturel a vez tu da implij en un doare efedus evit pareañ mab-den, pe e vefe evit abegoù a broduiñ pe evit o efedoù divastus. E 2016 emañ an darn vrasañ eus an antibiotikoù e gwerz savet diwar molekulennoù sintezennet, deveret pe get diwar antibiotikoù naturel.

An antibiotikoù a zo oberiant en un doare resis war ar bakteri, dre harzañ ur prantad ret-holl d'o ziorren : sintezenn o pale gellig vakterienn, o drenkenn dizoksiribonukleel, o froteinoù, pe o produiñ energiezh. An harz-se a c'hoarvez p'en em liamm an antibiotik war e bal, ur molekulenn eus ar bakteri hag a vez oberiant e unan eus ar brantadoù ret-holl meneget. Diuzel tre ez eo an etrewered etre an antibiotik hag e fal, spesius d'ar bakteri. Darn vrasañ an antibiotikoù a zo dizoberiant war ar c'hebell-touseg pe ar viruzoù.

Unan eus araokadennoù pennañ an XXvet kantved e-keñver medisinerezh zo eus diorren an antibiotikoù da heul an eil brezel bed. Al louzaouadennoù antibiotik o deus lakaet da greskiñ esperañs bevañ an dud ouzhpenn dek vloaz, muioc'h evit pehini eus al louzaouadennoù all [4]. Koulskoude, dre o implij boas, pe zoken dre re implij eus darn eus an antibiotikoù, e teu poblañs ar bakteri antibiodalc'hus war gresk. Dre se e tigresk en un doare hollek o efedusted. En ospitalioù ez eo abeg d'ur c'hresk ar riskloù poreadur kurdiat, dre ziouer a louzoù efedus a walc'h a enep d'ar bakteri re zalc'hus.

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Geriadur brezhoneg an Here, An Here, 2001, p. 136a
  2. Guy Étienne, Geriadur ar Vezekniezh, Preder, 2007, p. 104
  3. Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, Al Liamm, 2014, p. 86b
  4. McDermott, Rogers (1982). "Social ramifications of control of microbial disease". The Johns Hopkins Medical Journal 151: 302-312