Kaozeal:Deirdre

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant Lekemok e kaozeadenn Renadenn eeun

Yezhadur kemmañ

"Merc'h Fedlimid e oa Deirdr" pe "Merc'h Fedlimid a oa Deirdr" ? N'eo ket "a" pa vez afer ag ur renadenn eeun? Undenbennak (kaozeal) 25 Her 2022 da 12:41 (UTC)Respont

Din-me eo a, met faziañ a c'hellan ober.   Lekemok (kaozeal) 25 Her 2022 da 12:44 (UTC)Respont

Renadenn eeun kemmañ

Pa n'ouzoc'h ket, e c'hallit:

  • chom hep lakaat nag "e" nag "a" : Mab oa Jezuz da Vari.
  • sellout pe eo eo pe zo a vefe lakaet en amzer-vremañ: Jezuz zo mab da Vari-> Jezuz a oa ... Jezuz eo mab Mari -> Jezuz e oa ...
  • amañ, anat, eo "eo" -> e oa.
A-hend-all, mat eo gouzout n'eus renadenn eeun ebet d'ar verb bezañ. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 25 Her 2022 da 14:40 (UTC)Respont
Trugarez deoc'h.
Ya, un "attribut sujed" eo, (ne ouian ket penaos lavar se e brezhoneg). Undenbennak (kaozeal) 25 Her 2022 da 15:33 (UTC)Respont
Arsa, faziet 'oan ! Bennozh dit evit an displegadenn.   Lekemok (kaozeal) 25 Her 2022 da 19:38 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Deirdre".