Deirdre
Deirdre ([ˈdʲɛɾʲdʲɾʲə] en iwerzhoneg ha Derdriu [ˈdʲerʲðrʲĭŭ] en heniwerzhoneg) eo gouronez reuzeudik pennañ Gwengelouriezh Iwerzhon[1]. Anavet eo ivez dindan he lesanv Deirdre an Bhróin ("Deirdre ar c'hlac'har"). He buhez a zo danevellet e Kelc'hiad Bro-Ulad, istor anavetañ Iwerzhon a-raok donedigezh ar gristeniezh.
An danevell
kemmañMerc'h Fedlimid mac Daill e oa Deirdre. Diouganet e oa bet gant Cathbad, drouiz e lez Conchobar mac Nessa, tiern Ulaid, e teufe merc'h Fedlimid da vout fulenn vravañ ar vro, e savfe reuz etre an dierned hag an aotrouion abalamour dezhi, e vefe skuilhet gwad e-leizh eviti, hag e vefe forbannet an tri c'hadour gwellañ eus Ulad en abeg dezhi[2].
Goude an diougan-se e voe aliet Fedlimid da lazhañ ar bugelig kerkent ha ganet. Ar roue Conchobar avat, lorbet gant taolennadur ar goantenn, a vennas miriñ ar verc'hig evitañ e-unan. Kas a reas anezhi pell diouzh he ziegezh hag en he bac'has gant Leabharcham, hudourez ha barzhez anezhi, evit gallout dimeziñ gant Deirdre pa vijee erru en oad. Pa oa o vevañ en digenvez er c'hoadoù e lavaras Deirdre da Leabharcham e karfe ur gwaz a vefe gantañ livioù evel ar re he devoa gwelet pa oa pradet ur vran gant he freizh war an erc'h : liv ar vran e vo e vlev, liv an erc'h e vo e groc'hen, ha liv ar gwad e vo e zivvoc'h.
Leabharcham a eilgerias e oa Deirdre o taolenniñ Naoise, ur c'hadour yaouank, hemolc'her ha kaner anezhoñ, hag a oa o chom e lez Conchobar. Deirdre a zeuas a-benn da gejiñ gant Naoise gant skoazell Leabharcham hag e kouezhjont e karantez an eil gant egile. Ambrouget gant e vreudeur Ardan hag Ainnle (daou vab arall Uisneach), Naoise ha Deirdre a dec'has diouzh Iwerzhon da vont da vevañ da Vro-Skos. Bevañ a rejont ur vuhez vrav o hemolc'hiñ hag o pesketa e lec'hioù bamus. Unan ag al lec'hioù-se e oa Loch Eite. E stummoù zo eus an istor e lavarer o deus bet bugale : ur mab, Gaiar, hag ur verc'h, Aebgreine, hag a voe advabet gant Manannan Mac Lir.
Conchobar, mezhekaet ha brouezet, a gasas Fergus mac Róich davete gant ur bedadenn da zistreiñ d'al lez ha promesa Fergus e-unan da wareziñ anezhe pa'z afent kuit. Asantiñ a rejont mes war an hent da Emain Macha e c'hoarias Conchobar un dro-gamm da Fergus hag e voe rediet hemañ da asantiñ chom war an hent da gemer perzh en ur fest abalamour d'ur geis.
Fergus a lezas Deirdre ha tri mab Uisneach da genderc'hel o hent etrezek Emain Macha dindan gwarez e zaou vab. Pa voent degouezhet e c'houlennas Conchobar gant Leabharcham mont da spiañ ouzh Deirdre, da welet ha kollet e oa bet he c'hened ganti. Evit savetaat Deirdre e lavaras Leabharcham d'an tiern e oa deuet da vout hakr ha kozh. Conchobar a gasas ur spier arall anvet Gelbann[1], hag a glaskas teurel ur sell ouzh Deirdre mes gwelet e voe gant Naoise a stlapas ur pezh echedoù outañ hag a doullas e lagad.
Distroiñ a reas da lavaret da Gonchobar e oa biskoazh koantoc'h avat. Conchobar a c'hourc'hemennas neuze d'e vrezelourion argadiñ ti Cróeb Ruad ("ar Skourr Ruz") el lec'h ma oa Deirdre ha mibion Uisneach. Naoise hag e vreudeur a stourmas start, harpet gant un nebeud kadourion eus Cróeb Ruad a-raok ma vefe graet anv eus o le fealded gant Conchobar ha ma vefe stlejet Deirdre kuit gante. D'ar poent-se e taolas Éogan mac Durthacht ur goaf hag a lazhas Naoise, hag e vreudeur a voe lazhet nebeut amzer goude.
Fergus a zegouezhas war an aerva e diwezh an emgann. Fuloret e voe d'an taol trubarderezh graet outañ hag en harlu ez eas da gChonnacht. Diwezhatoc'h e stourmas ouzh Ulad evit Ailill ha Medb e brezel Táin Bó Cúailnge ("Skrapadeg saout Koualnge") a vez sellet outañ a-wezhioù evel "an Ilias iwerzhonat".
Goude marv Naoise e kemeras Conchobar Deirdre da wreg. Goude bloaz, fuloret gant he yender en he c'heñver e c'houlennas Conchobar ganti piv a gasae ar muiañ er bed estregetoñ. Eilgeriañ a reas : "Éogan mac Durthacht", muntreer Naoise. Conchobar a vennas he roiñ da Éogan a-neuze. Pa oa war an hent etrezek ti Éogan, hag hi er c'harr, etre ar roue hag Éogan, e voe godiset gant Conchobar a lavaras e oa-hi heñvel ouzh un dañvadez etre daou vaout. D'ar c'houlz-se e lammas Deirdre diouzh ar c'harr hag e flastras he fenn ouzh ur roc'h.
Daveoù sevenadurel
kemmañ- Reun ar C'halan, Lorc'h ar rouaned, 2000.
- Deirdre gant George William Russell (1902)
- Deirdre gant William Butler Yeats (1907)
- Deirdre of the Sorrows gant J. M. Synge (1910). Ar pezh c'hoari-mañ a voe un taol kaer d'ar c'houlz-se hag a voe azasaet e pezh sonerezh gant meur a sevener, evel Fritz Hart, Cecil Gray, Havergal Brian, Healey Wlllan ha Karl Rankl.
- A Cry from Heaven gant Vincent Woods (2005).
- Deirdre of the Sorrows gant John Coulter (Ur marvailh kontet gant John Coulter evit Music gant Healey Willian) (1944), operetta
- Deirdre en de zonen van Usnach gant Adriaan Roland Holst (1916)
- Fire Emblem: Genealogy of the Holy War: un dudenn anvet Deirdre a zo un istor damheñvel ouzh an hini gwengelel (1996)
En danavelloù evel Deirdre (1923) gant James Stephens, The Celts (1988) gant Elona Malterre, On Raven's Wing (1990) gant Morgan Llywelyn ha The Swan Maiden gant Jules Watson, e adkaver Deirdre.
Da welet ivez
kemmañDaveoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 MacKillop, James (2004). A Dictionary of Celtic Mythology. Oxford University Press. 181 p. ISBN 9780198609674.
- ↑ Deirdre of the Sorrows (en-US). bardmythologies.com (11 June 2014). Kavet : 13 April 2018.
Testennoù
kemmañ- University of Cork, Ireland : CELT (Corpus of Electronic Texts) : Longes mac nUislenn
- University of Cork, Ireland : CELT (Corpus of Electronic Texts) : Longes mac nUislenn (translation by Douglas Hyde)
- A Scoto-Irish Romance of the first century A.D., compiled from various sources by William Graham, 1908
- The Exile of the Sons of Usnech
- Deirdre of the Sorrows by J. M. Synge
- The Lament of Deirdre
- John Coulter Finding Aid McMaster University Libraries
- "Deirdrê"