Kaozeal:Gouren breizhek
Danvez tennet eus ar bajenn Gouren, da lakaat e-barzh ar pennad Gouren breizhek :
Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
An Istor
kemmañAr gouren a zo ur sport hengounel e Breizh. Emporzhiet eo bet en Arvorig get bretoned Breizh-veur er 4vet kantved, d'ar mare ma'z int bet skarzet ag o bro get meuriadoù norzhel.
- D'ar mare-mañ e oa ar gouren ur sport pleustret nemeken get tud a noblañs. Ur c'hoari evit en em gourdonaat d'an arz brezelour e oa, met ivez ur moaian da ziskouez e nerzh-kalon hag e ampartiz e-pad ar c'hrogadoù, pe gounid kalon ur plac'h benak. Hervez ar vojenn, marc'hegerien èl Gauvain, Lancelot pe Perceval a oa gourenerion a-feson. Ar Roue Arzhur a gare talañ e marc'hegerien. Ar roue Fañch I a zo en em lakaet d'ar gouren ivez, diwezatoc'h en istor. Gounezet en doa a-enep roue Bro-Saoz Henri VIII get ur Lamm.
- Dont a ra ar gouren ag ar vroioù keltiek. E-pad pell ez eo chomet ur boelladenn implijet dreist-holl get emgannerien breizhad. Gwarnet en deus eus an amzer-se ur spered marc’heger a vez adkavet hiniv er le dibunet get ar gourenerien a-raok pep krogad.
- Goude-se ez eo ar gouren en em skignet àr ar maezoù, lec’h ma vehe an dud bamet o welout kreñder ha teknik reoù 'zo. Setu pep fest a oa un abeg evit ober krogadoù.
- Goude ar brezel bed kentañ sportoù nevez a zo deuet àr-wel, él ar melldroad hag ar c’hoursal, ha kroget en deus ar gouren da vezañ un tamm ankoueet get an dud. Kendalc ‘het e vez memestra da vout pleustret, ha talvoudegezh ar gourenerien breizhad a zo chomet brudet.
Tournezoù bras a zo aozet e Pariz, met memes get an taolioù-sikour-se e vez tamm ha tamm disoñjet ar gouren.
- Setu perak, e 1930, get ar c’hoant lakaat ar gouren da vout ur sport modern, e grouas ar medisin Charles Cotonnec ar FALSAB, a oa karget da kodifiiñ ha da aozañ ar gouren. Krouet eo bet rummadoù oad ha pouez, reo
- Hiniv an deiz eh eus tu pleutrañ ar gouren e kluboù e-dal 6 vlez. En ur sal e-pad ar goañv hag er-maez e-pad an hañv pa’z eus festoù hengounel.
Al Le
kemmañDibunet get ar gourenerien a-raok pep kejadenn, tre dirak an tredeogour. Plaseet int e div golonenn an eil dirak egile. Ret eo dezho lakaat o brec'h dehou e memes uhelder ag o skoaz e-pad al le, ag a zo laret e brezhoneg da gentañ hag e galleg da c'houde. E fin an dibunadeg en em kemeront a-vriad get an hani a zo dirak.
- M'hen tou da c'houren get lealded
- Hep trubarderezh na taol fall ebet
- Evit ma enor
- Ha hini ma bro
- En testoni da ma gwiriegezh
- Hag evit heul giz vat ma zud-kozh
- Kinnig a ran da ma c'henvreur
- Ma dorn ha Ma jod
Hag e Galleg
- Je jure de lutter en toute loyauté
- Sans traîtrise et sans brutalité
- Pour mon honneur et celui de mon pays
- En témoignage de ma sincérité
- Et pour suivre la coutume de mes ancêtres
- Je tends à mon adversaire ma main et ma joue.
Gerioù pouezus ar gouren
kemmañ- Skol gouren : a zo ar c’hlub lerc’h ma vez pleustret ar gouren.
- Pallenn : a zo gorre an tapis gouren
- Difenn : gorre diwall tro-dro d’ar pallenn.
Termoù tredeog er c’hrogad
kemmañ- Prest oc’h : en em lakaat a raont ar gourenerien e plas hag ober a reont ar vriata
- Krogit : tu 'zo d’ar gourenerien krogiñ d’en em ganañ
- Ehan : paouezet e-vez ar c’hrogad
- E-kreiz : ret eo d’ar gourenerien en em lakaat en-dro e-kreiz ar pallenn
- Dibenn : fin ar c’hrogad
- Astenn : astennet e vez an amzer c’hoari
Termoù tredeog evit an disoc’hoù
kemmañ- Lamm : disoc’h dispar. Reiñ a ra an trec’h d’un taol. Ret eo evit-se ma kouezfe unan àr an div skoaz.
- Kostin : kouez àr ur skoaz.
- Poent : Fazioù
- Fazi :Fazioù
- Netra : disoc'h nul. Kouezet eo àr un dra all eget ar gein (revr, divgar, brec'h...)
- Kein : un avañtaj eo. Kouez àr traoñ ar gein.
- Diviz :un diviz a vez graet gant an tredeogourien evit reiñ an trec’h da unan ag ar gourenerienn e fin ar c’hrogad, ma vez par o disoc'hoù.
- Kouez : Goude ma vehe bet astennet ar c'hrogad get an tredeogourien hep ma vehe poent ebet evit den, e vez divizet reiñ an trec'h d'an hini a rahe kouezout an hani all, àr n'eus forzh peseurt lodenn ag ar c'horf.
- Dilez : Dilezadenn ur gourener eo. Alies eo rak e vezont gloazet e-pad ar c'hrogad. Reiñ a ra an trec’h d’an enebour.
- Divrud :Fazioù
- Diwall : Fazioù
Fazioù
kemmañAr feulster e-pad ar c'hrogad a zo difennet : n'ez eus ket ar gwir da skeiñ, tagellañ. Ur gourenadenn a c'hell bout kastizet m'he deus lakaet an enebour e dañjer. Kastizet e vez ivez ar feulster dre gomz, ma vez kunujennet an enebour pe an tredeog.
- Nac'hiñ bout taget a zo ivez difennet : harpañ an enebour get ar brec'h pe get ar benn, bountañ an divc'har get ar brec'h, pe c'hoazh chom en ur stad difenn e-pad re bell. Lakaat ar brec'h àr al leur just a-raok kouezout a c'hell bout un nac'hadenn ivez.
- Diwall : ur berz eo.
- Fazi : a zo disoc'h ur fazi graet get ar gourener. 3 fazi a ro un divrud.
- Poent : a zo roet da enebour an hani en deus graet 2 fazi. Par eo d'ur Kostin.
- Divrud : a zo un diberzh evit peurest ar c'hevezerezh, roet evit ur fazi vras (feuls, emzalc'h fall)
Araokadenn teknikel
kemmañE pep stad ag an araokadenn eh eus diazezoù a rank bout mestroniet : div gourenadenn, disheñvel e-keñver ar rannig, met ivez anaoudegezh teknikoù ha reolennoù ar Gouren. N'eh eus nemet ar Monitourion Kevredadel o deus ar gwir da lakaat da dremen ha da reiñ ar Rannigoù.
:
Padelez ar c'hrogadoù
kemmañDipand a ra eus ar rummad oad hag ar kampeonnad.
- Poussins ha Benjamins: krogadoù 3’
- Minimes: 4 mn
- Cadets, Juniors ha Seniors (daeadenn): 5 mn
- Juniors e gourenadeg : 6 mn
- Seniors e gourenadeg : 7 mn
Kampeonadoù
kemmañE-keñver ar rummad oad ha pouez e vez graet ar c'hampeonnadoù. Pe dre skipailh pe hiniennel int.
Daeadenn Breizh dre skipailh
kemmañReiñ a ra er fin klasamant ar c'hluboù e-keñver ar rummad oad hag unan all kentoc'h hollek anvet Kip Breizh ar Skolioù.
Daeadenn Breizh hiniennel
kemmañUr c'hampeonad dre rummad pouez ha oad.
Gourenadeg departamantel
kemmañTournez hinienel. Kej a reont ar gwellañ gourenerien ag an departamant.
Gourenadeg kevredadel
kemmañKejadenn ar gwellañ gourenerien ar mare-bloaz. Un tournez hinienel eo, get titr Kampion Kevredadel ar blez da c'hounit.
Etrevroadel
kemmañPep 2 vlez eh eus Kampeonadoù Europa ar Gourenoù Keltiek Senior ha Spi. Ha pep vlez e vez aozet tournezoù etrevroadel e-barzh mar a vroioù european.
Stummadurioù
kemmañDeraouer
kemmañStad kentañ ar stummadurioù eo. An holl gourenerien o deus 14 vlez da nebeutañ, get ar rannig orañjez, a c'hellont heuliiñ ar stummadur-se. E-penn kantañ e sikour an deraouer ar monitour e-pad ar prantadoù. Tu 'zo dezhañ kemer e karg ur strollad gourenerien (chom a reont memestra dindan karg ar monitour pe un den gour ag ar skol) evit ober tommadur ar c'horf, sterniañ ur c'hoari hag eilañ ar monitour er mare teknikel.
Monitour
kemmañAr monitour a zo koupabl da reiñ kentelioù er ur skol gouren. Gellout a ra bout sikouret get un deraouer. Koupabl eo da gemer perzh e buez ar c'hlub, er vuez kevredadel. Diouzh ar c'hoarvez e c'hell sikour e-barzhstummadur un deraouer.
- Evit bout monitour ez eo ret dija kaout e ziplom deraouer, ar PSC-1 ha kaout 18vlez deiz an arnodenn. Da nebeutañ eo ret bout aet e 4 staj àr 2 vlez.
Brevet ar stad
kemmañAr BEES 1°
kemmañAn diplom-mañ a zo digor evit ar gourenerien a zo dija monitour. Ouzhpenn gwiriekaat ar memes baregezhioù, e ro ur gopr . Un diplom ag ar stad eo, neuze eo ministrerezh ar sportoù a ro anezhñ. Evit an arnodenn-se eh eus :
- Ur stummadur boutin
- Ur stummadur difer
Ar BEES 2°
kemmañEvit ar BEES 2 eo ret bout piaouer ag ar BEES 1 abaoe 2 vlez, kaout baregezhioù ar BEES 1 hag erruout da gaout ar re-se :
- Stummadurioù
- Barekaadur teknikel
- Gourdonerezh kaer
Tredeog
kemmañBout eh eus 2 ziplom tredeog. An hani kentañ a ro tu da tredeogiñ pep kampeonad kevredadel, n'eus forzh al live. An eil hini a ro tu da tredeogiñ ar c'hampeonadoù etrevroadel él kampeonad europa ar gouren. Digor eo da pep hini, gourener pe tudoù.