Kaozeal:Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan

Perak er Frañs? Peurvuiañ e kelenner, el levrioù yezhadur, ne vez ket lakaet ar ger-mell dirak an anvioù-lec'hioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Du 2015 da 07:07 (UTC)Respont

Petra lakaat mod all? Gwalldaolioù Frañs an 13 a viz Du 2015? Ma z'eo gwell an tu a zo da cheñch! --Dishual (kaozeal) 19 Du 2015 da 09:09 (UTC) Ne vez ket mall kemmañ gwech ebet. Goulenn a ran digant ar re all reiñ un ali. Gwalldaolioù an 13 a viz Du e Pariz. Din-me. 193.49.222.72 19 Du 2015 da 10:20 (UTC)Respont

Pe "e Frañs" end-eeun ? Po'low (kaozeal) 19 Du 2015 da 10:58 (UTC)Respont
Kalz eeunoc'h c'hoazh : "Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015" rak emichañs ne vo gwalldaol ebet ken, pa vije e kêr-Bariz pe e lec'hioù all !--Prieladkozh (kaozeal) 19 Du 2015 da 11:52 (UTC)Respont

Re wir. Met marteze e c'haller resisaat al lec'h? Pariz a vefe a-walc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Du 2015 da 14:33 (UTC)Respont

"Peurvuiañ e kelenner, el levrioù yezhadur, ne vez ket lakaet ar ger-mell dirak an anvioù-lec'hioù." Pa lenner pizh ar yezhadurioù e weler ez eo ar Frañs unan eus nemedennoù ar reolenn-se : Ar Frañs a gaver e yezhadur Favereau § 25, ar Franç e yezhadur istorel ar brezhoneg gant Roparz Hemon § 73. Reizh eo skrivañ er Frañs eta. --92.139.180.78 19 Du 2015 da 14:38 (UTC)Respont

Ne gelenner ket ar yezhadur istorel e skolioù Diwan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Du 2015 da 14:33 (UTC)Respont
Na yezhadur ar brezhoneg a-vremañ ? --92.139.54.28 20 Du 2015 da 15:31 (UTC)Respont
Ur goulenn mat da ober ouzh ar gelennerien. Gant da niverenn IP e vo respontet dit a dra sur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Du 2015 da 08:59 (UTC)Respont

Kemmet em eus, goude alioù an dud, da lakaat Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz, titloù heñvel-mik zo e yezhoù all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Du 2015 da 13:42 (UTC)Respont

Chomet e oan hep respont deoc'h dre ma kave din e oa poellek ho kinnig, ar pezh ne dalv ket e oa fall an tamm labour boulc'het gant Dishual evel-just. Trugarez deoc'h ho-taou 'ta...--Prieladkozh (kaozeal) 21 Du 2015 da 13:47 (UTC)Respont
Pep hini a c'hall reiñ e ali, ha kemer perzh el labour skridaozañ ha reizhañ, evel ma ouzomp. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Du 2015 da 14:01 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz".