Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz
Gwalldaolioù a voe kaset da benn e Pariz d'an 13 a viz Du 2015, adalek serr-noz, gant tud eus ar Stad Islamek hervez a voe embannet gant pennoù an aozadur.
Fuzuilhadennoù, tarzhadennoù-emlazh a voe en 10vet hag 11vet arondisamantoù (Straed Bichat, straed La Fontaine-au-Roi, straed Charonne, er Bataclan, ha boulouard Voltaire), hag un dagadenn all a voe e Saint-Denis tro-dro d'ar sportva Stad Frañs ivez.
Rann eus | sponterezh e Bro-C'hall, sponterezh islamek en Europa |
---|---|
Stad | Frañs |
E tiriad | Pariz, Saint-Denis |
Gwerzhid-eur | Central European Time |
Daveennoù douaroniel | 48°51′47″N 2°22′14″E |
Deiziad | 13 Du 2015 |
Perzhiad | Stad Islamour, Abdelhamid Abaaoud, Guillaume Barreau-Decherf, Christophe Lellouche |
Abeg pennañ | Islamic extremism, foreign involvement in the Syrian civil war |
Efed | 2015 Saint-Denis raid |
Immediate cause of | Reactions to the November 2015 Paris attacks |
Armament | AKM, Greunadenn (arm), explosive belt |
Bukenn | sivil |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of November 2015 Paris attacks |
129 den a zo bet lazhet e-kerzh ar gwalldaolioù[1], 352 gloazet, 99 anezho o vezañ en arvar bras da vare an darvoudoù[2].
Dre an niver a dud lazhet ez eo ar gwalldaolioù gwashañ a zo bet e Bro-C'hall abaoe fin an Eil Brezel-bed[3].
20 tamallad, 6 anezho marvet e Siria bete-gouzout, zo barnet gant lez-asizoù a-ratozh Pariz adalek an 8 a viz Gwengolo 2021.
Tud lazhet dre vroadelezh
kemmañNotenn : an niver a vretoned n'eo ket anavezet.
Broadelezh | Lazhet | Gloazet | Hollad |
---|---|---|---|
Frañs | 102 | 321 | 423 |
Belgia | 3 | 1 | 4[4] |
Chile | 3 | 0 | 3[5] |
Portugal | 3 | 0 | 3[6] |
Roumania | 2[7] | 2[8] | 4 |
Mec'hiko | 1 | 3 | |
Aljeria | 2 | 0 | 2[9] |
Alamagn | 2 | 0 | 2[10] |
Stadoù-Unanet | 2 | 0 | 2 |
Tunizia | 2 | 0 | 2 |
Venezuela | 1 | 2 | 3 |
Italia | 1 | 2[11] | 3 |
Spagn | 1 | 1 | 2 |
Maroko | 1 | 2 | 3 |
Sveden | 1 | 1 | 2 |
Senegal | 1 | 0 | 1[12] |
Rouantelezh-Unanet | 1 | 0 | 1 |
Serbia | 0 | 7 | 7[13] |
Izelvroioù | 0 | 3 | 3 |
Brazil | 0 | 2 | 2 |
Aostralia | 0 | 1 | 1 |
Aostria | 0 | 1 | 1[14] |
Sina | 0 | 1 | 1[15] |
Kolombia | 0 | 1 | 1[16] |
Iwerzhon | 0 | 1 | 1 |
Suis | 0 | 1 | 1 |
Holl vroadelezhioù kemmesket | 130 | 351[17] |
Kemperzh
kemmañMiz Genver 2015 : ar vreudeur Kouachi hag Amedy Coulibaly, en anv ar strollad Al-Qaida e Yemen hag en hini ar Stad Islamek, o devoa aozet un heuliad gwalldaolioù hag a grogas gant al lazhadeg e sez ar gazetenn Charlie Hebdo hag a echuas gant tagadenn an Hyper Cacher, ur gourmarc'had yuzev. Seitek den a voe lazhet e-kerzh an argadennoù.
Arc'hadur
kemmañListenn ar sponterien
kemmañSportva Stade de France
kemmañ- Bilal Hadfi, 20 vloaz
- Dianav
- Dianav
Straedoù
kemmañ- Brahim Abdeslam, 31 bloaz
- Abdelhamid Abaaoud, 27 vloaz
- Dianav
Bataclan
kemmañ- Omar Ismaël Mostefaï, 29 bloaz
- Samy Amimour, 28 vloaz
- Dianav
Tud klasket
kemmañ- Salah Abdeslam, 26 vloaz
- Mohamed Abrini, 30 vloaz
- Dianav[18]
- Dianav
Diarbennoù enep sponterezh
kemmañ- D'an 8 a viz Genver 2015, ar steuñv Vigipirate a oa bet lakaet el live « diwall gwalldaol » e Pariz, dre urzhioù ar pennmaodiern gall Manuel Valls.
- D'an 12 a viz Genver 2015, Prezidant ar Republik, a zo e penn al luioù gall, a lakaas an oberiadur Sentinelle da dalvezout war an tiriad gall a-bezh evit talañ ouzh ar riskl a sponterezh ha difenn al lec'hioù arvarus dre ar vro. An oberiadur a gendalc'h hiziv-an-deiz c'hoazh.
- Stad a reuziad : d'an 19 a viz Du 2015 e oa bet votet astenn ar stad a reuziad bet embannet gant ur C'huzul maodierned dreistordinal e-pad an nozvezh eus an 13 d'ar 14 a viz Du[19].
- D'ar 16 a viz Kerzu 2015 ez eo bet embannet ul listenn gant rektorelezh Pariz hag ar prefeti evit talañ ouzh ar riskloù er skolioù. El listenn-se e kaver mennozhioù evel lakaat dorioù-surentez, kameriaoù[20].
Pray4Paris / PeaceForParis
kemmañ#PrayForParis Lugan deveret diouzh hini Je suis Charlie |
Kounlec'h en ur straed e Pariz d'an 19 a viz Du 2015 |
Un arouez liammet gant an hashtag #Pray4Paris (Pray for Paris, "Pedit evit Pariz") war Twitter zo bet krouet evit ma c'hellfe an dud diskouez pegen heuget e oant gant ar gwalldaolioù hag evit bezañ kengred gant ar c'houzañvidi hag ar bobl c'hall.
Al lugan Peace4Paris, gant ul logo savet gant ar Breton Jean Jullien, a zo bet implijet war ar rouedadoù sokial.
Kinkladurioù glas-gwenn-ruz
kemmañKen spontet ez eo bet an dud dre ar bed ma'z eo bet kinklet monumantoù meur ar bed a-liv gant ar banniel gall.
-
An Tour Eiffel e Pariz
-
Dor Brandenburg e Berlin
-
Al London Eye e Londrez
-
E San Francisco (SUA)
-
Sportva Scandinavium e Göteborg
-
Ti-kêr Tel Aviv
-
An tour Tokyo Skytree e Tokyo
Kounlidoù
kemmañKounlid ar 27 a viz Du 2015
kemmañD'ar Gwener 27 a viz Du 2015 e voe ar c'hounlid ofisiel a-berzh ar Stad c'hall, unan broadel ha meur e porzh an Invalides.
Ar ganaouenn Quand on a que l'amour gant Jacques Brel a oa bet choazet evel kanaouenn-goun d'ar c'houzañvidi. Gant Yael Naïm, Camélia Jordana ha Nolwenn Leroy ez eo bet kanet[21].
Ur ganaouenn all a zo bet kanet, Perlimpinpin, savet gant Barbara[22].
Ar prezidant François Hollande en deus graet un disklêriadur e-pad 16 munutenn[23].
Enebadurioù ouzh ar c'hounlidoù
kemmañLod tud e Bro-C'hall zo savet enep ar c'hounlidoù en enor da c'houzañvidi ar gwalldaolioù, ha pa vefe ar c'hounlid ofisiel e Pariz savet gant ar Stad c'hall pe ar vunutenn vut dre an tiriad gall.
Enebadur ouzh ar c'hounlid ofisiel
kemmañ- Lod familhoù ar c'houzañvidi zo bet heuget gant atoradur politikel ar gwalldaolioù ; lod all a sav a-enep al lid dre ma soñj dezho ez eo kablus ar Stad c'hall dre an diouer a enebiezh ouzh ar sponterien[24],[25].
- Pascale Gruny, senedour ezel ar strollad politikel Les Républicains, a oa savet a-enep ar c'hounlid broadel dre ma soñj e oa kablus ar gouarnamant gall[26].
Enebadurioù ouzh ar vunutennad tav
kemmañBro C'hall
kemmañ- Ur pomper a-vicher eus al Landes a nac'h ar vunutennad tav dre gredennoù personel[27]. Riskl a ra 6 miz argaserezh.
- E toull-bac'h Fresnes e oa bet huchet a-enep ar vunutennad tav gant prizonidi ; d'ar Gwener, goude klevet kaoz eus ar gwalldaolioù, lod prizonidi an toull-bac'h-se e oa savet joa enno[28] Heñvel e oa c'hoarvezet hervez evezherien an toull-bac'h evit Gwalldaolioù Charlie Hebdo[29],[30].
- E-kichen Toulouse dres a-raok ur c'hrogad mell-droad etre skipailhoù U19 Saint-Sulpice ha Bresse. Lod c'hoarierien eus skipailh Bresse ha savas a-enep ar vunutennad tav betek c'hoarzhin e-pad. E-pad ar match ez eus bet savet chikan war an dachenn. Ar skipailh a zo bet distrollet gant prezidant heuget ar c'hlub bihan[31],[32].
Alamagn
kemmañ- E Aue: D'an 21 a viz Du 2015 dres a-raok ar c'hrogad mell-droad etre skipailh Erzgebirge Aue hag hini an Dynamo Dresde ez eus bet huchadennoù e-pad ar vunutennad tav «Merkel muss weg!» (Brezhoneg: Merkel er-maez!), huchadennoù a-enep Angela Merkel huchet gant kantadoù a suporterien skipailh Dresden. War e seblant e vefe un ober gant izili ar strollad enep Islam Pegida[33].
Meuleudigezh d'ar gwalldaolioù
kemmañMeuleudigezh a oa bet graet d'ar gwalldaolioù gant izili ar Stad Islamek, o tiskleriañ e oa un doare veñjañs evit ar bombezennoù stlapet gant ar Frañs war douaroù ar c'halifat (Siria, Irak)[34].
Lod tud all er Frañs o deus bet savet meuleudigezh d'ar gwalldaolioù, diaes eo gouzout hag a-du int gant ar Stad islamek pe ma z'int tud sot:
- 14 a viz Du 2015: « Traoù plijus a zo o tremen e Pariz; 120, n'eo ket trawalc'h. » komzoù ur prizoniad e toull-bac'h Bapaume[35].
- 8 a viz Kerzu 2015: Un den a orin eus Tolosa o tiskler war Twitter ez eo "hollgaer" gwalldaolioù Pariz, kondaonet eo da 2 vloaz toull-bac'h[36].
- 11 a viz Genver 2016: Ul lisead eus Caen en devoa skrivet 70 pajenn Twitter meulgan d'ar Stad Islamek hag evit gwalldaolioù Pariz "Fuzuilhadenn e Pariz, c'hoarzhadenn a-strak" kondaonet eo da 2 vloaz toull-bac'h[37].
Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 ha Wikipedia
kemmañPa grogas an heuliad gwalldaolioù e Pariz e oa chomet amsklaer evit ar media ha nerzhioù surentez ar Stad c'hall hag ur fuzuilhadenn hailhoned e oa, pe gwalldaolioù sevenet gant sponterien.
Ar media a grogas da gomz eus ur fuzuilhadenn da 21:51[38] , ur bajenn Wikipedia gall a zo krouet da 22:00. Peder gwech e voe kemmet etre 22:00 ha 22:04. A-feur ma oa anatoc'h-anatañ e oa un heuliad gwalldaolioù e oa bet bouetet ar bajenn, ar pezh a lakaas Wikipedia da skrivañ istor ar gwalladaolioù e Pariz e-pad ma oant o vezañ sevenet[39].
Mojennoù tro-dro d'ar gwalldaolioù
kemmañ- An trafikerien dramm harozed
Ur vojenn a zo savet adal lec'hiennoù spagnolek : tri zrafiker dramm o dije muntret sponterien hag a oa o vont da gemer perzh e tagadenn 13 a viz Du 2015. Adkemeret war Facebook hag al lec'hienn vroadelour c'hall Resistance Republicaine, an istor a zo ur vojenn krouet penn-da-benn[40].
- Zouheir, an evezhier haroz ar sportva Stade de France
Zouheir, un evezhier er Stade de France a orin arab ha muzulmat; en dije harzet ar sponterien a oa o klask dont tre er savadur. Ur vojenn ez eo an istor-se, krouet war Twitter gant ur vaouez amerikan he deus treuzkomprenet ur pennad en ur gazetenn.
- Ar viruz « On est tous Paris »
Ur chadenn posteloù zo o vont gant e hent, o tisklêriañ e vije ur viruz o tont gant ur postel anvet « On est tous Paris » hag ez eo arabat e zigeriñ rak ur viruz a vije e-barzh[41].
- Barrad joa e Gaza
E Gaza, pa erruas ar c'heloù eus gwalldaolioù Pariz, e vije bet ur barrad joa ; poltredoù a ziskouezas tud Gaza laouen-sot. Ur vojenn all eo : kalz koshoc'h eo ar poltedoù, pa ziskouzont levenez tud Gaza a-c'houde un arsav-brezel etre an Hamas hag Israel.
- Tan e Calais er "Janglenn"
E kamp ar "Janglenn" e Calais e vije bet plantet tan evit veñjiñ gouzañvidi tagadennoù Pariz. Ur vojenn eo, un tan-gwall e oa e gwirionez.
Tro-dro d'ar gwalldaolioù
kemmañUn Humble Bundle a oa bet savet a-benn sikour gouzañverien Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz. Anv ar Bundle a oa Humble Bundle GiveForFrance , an embregerezh e-liamm a oa Focus Home interactive[42],[43].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn www.francetvinfo.fr 18/11/2015: "Ar 129 gouzañver d'ar gwalldaolioù e Pariz a zo bet anavezet. (fr)
- ↑ Lec'hienn www.europe1.fr/ 14/11/2015: "Gwalldaolioù e Pariz d'an nebeutañ 129 marvet 352 gloazhet gant 99 anezho gloazet en arvar bras. (fr)
- ↑ Lec'hienn Lemonde.fr/ 14/11/2015: "Ar gwalldaol marvusañ abaoe 1945. (fr)
- ↑ [ (fr) http://www.lesoir.be/1043543/article/actualite/fil-info/fil-info-belgique/2015-11-14/attentats-paris-une-troisieme-victime-belge Attentats à Paris: une troisième victime belge]
- ↑ [ (fr) http://www.emol.com/noticias/Nacional/2015/11/14/759222/Cancilleria-confirma-segundo-chileno-fallecido-en-atentados-en-Paris.html Cancillería confirma que tres chilenos fallecieron en atentados en París]
- ↑ https://web.archive.org/web/20221128225712/https://www.noticiasaominuto.com/pais/487043/identificada-terceira-vitima-mortal-portuguesa-dos-ataques-a-paris
- ↑ Mediafax
- ↑ Evenimentul Zilei
- ↑ Attentats de Paris : deux Algériens parmi les victimes, Tout sur l'Algérie, 14 novembre 2015.
- ↑ [ (de) http://www.spiegel.de/politik/ausland/terror-in-paris-zweites-deutsches-todesopfer-bestaetigt-a-1063103.html Terror in Paris: Zweites deutsches Todesopfer bestätigt], Der Spiegel, 16 novembre 2015.
- ↑ http://espresso.repubblica.it/internazionale/2015/11/14/news/parigi-tra-i-feriti-due-italiani-di-senigallia-1.239034
- ↑ https://web.archive.org/web/20151117021314/http://www.aps.sn/actualites/international/article/une-senegalaise-parmi-les-victimes-des-attentats-de-paris-selon-macky-sall
- ↑ [1]
- ↑ [2]
- ↑ [3]
- ↑ http://www.semana.com/nacion/articulo/atentados-en-paris-el-colombiano-que-resulto-herido-en-el-ataque/450029-3
- ↑ http://www.lanouvellerepublique.fr/France-Monde/Actualite/24-Heures/n/Contenus/Articles/2015/11/16/415-personnes-ont-ete-prises-en-charge-dans-les-hopitaux-2533348
- ↑ 4/12/2015 Lec'hienn Ouest-France - Gwalldaolioù Pariz. Daou zen nevez klasket war o lerc'h prim
- ↑ Lec'hienn Bodadeg Vroadel Bro-C'hall
- ↑ 16/12/2015 Lec'hienn Francetvinfo Gwalldaolioù: oberezhioù nevez evit kreskiñ surentez ar skolioù
- ↑ 27/11/2015 Lec'hienn francetvinfo : Ul lid-koun broadel da c'houzañvidi gwalldaolioù Pariz e 6 koulz'.
- ↑ 27/11/2015 Lec'hienn francetvinfo gant Ronan Tésorière – Lid-koun : kanet o deus Brel ha Barbara'.
- ↑ 27/11/2015 Lec'hienn francetvinfo – Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 : François Hollande oc'h enoriñ ar c'houzañvidi'.
- ↑ 26/11/2015 Lec'hienn medias-presse.info gant Emilie Defresne: A-enep ar c'houn broadel, lod kerent da c'houzañvidi ar gwalldaol zo o vont da sevel klemm a-enep ar Stad (fr).
- ↑ 27/11/2015 Lec'hienn lavoixdunord.fr gant Sophie Filippi-Paoli – Gwalldaolioù Pariz: ar c'hounlid broadel a rann familhoù ar c'houzañvidi (fr).
- ↑ 27/11/2015 Lec'hienn courrier-picard.fr – Saint-Quentin : ar senedour a sav a-enep ar c'hounlid broadel (fr).
- ↑ 24/11/2015 Lec'hienn sudouest.fr gant Benoît Martin – Gwalldaolioù : Ur pomper eus al Landes a nac'h sentiñ ouzh ar vunutennad tav (fr).
- ↑ 17/11/2015 Lec'hienn lexpress.fr: Gwalldaolioù: Ar vunutennad tav disentet e toull-bac'h Fresnes (fr).
- ↑ 17/11/2015 Lec'hienn directmatin.fr – Gwalldaolioù : lod prizonidi toull-bac'h Fresnes o dije huchet a-enep ar vunutennad tav (fr).
- ↑ 18/11/2015 Lec'hienn ladepeche.fr – Gwalldaolioù : Ar vunutennad tav enebet e toull-bac'h Fresnes goude ar gwalldaolioù (fr).
- ↑ 25/11/2015 Lec'hienn metronews.fr – Gwalldaolioù Pariz: Ar vunutennad tav enebet, chikan... ur skipailh mell-droad distrollet e-kichen Toulouse (fr).
- ↑ 25/11/2015 Lec'hienn rmcsport.bfmtv.com – Gwalldaolioù Pariz: Ur skipailh u19 distrollet evit bezañ bet dichek(fr).
- ↑ 18/11/2015 Lec'hienn sport24.lefigaro.fr – Gwalldaolioù e Pariz: en Alamagn, ur vutennad tav argaset(fr).
- ↑ 14/11/2015 Lec'hienn LeParisien.fr: "Ar strollad Stad Islamek a gemer war e gont gwalldaolioù Pariz"(fr).
- ↑ 24/02/2016 Lec'hienn Lavoixdunord gant LAurent Boucher: "120 lazhet d'an 13 a viz Du e Pariz, n'eo ket trawalc'h a gred lar ur prizoniad e Bapaume"(fr).
- ↑ 18/12/2015 Lec'hienn http://tempsreel.nouvelobs.com/: "Gwalldaolioù an 13 a viz Du: daou vloaz sonn evit meuleudigezh d'ar sponterezh" (fr).
- ↑ 10/12/2015 Lec'hienn http://www.europe1.fr/: "Meuleudigezh d'ar sponterezh ha gourdrouzioù d'ar marv: al lisean a 18 vloaz kondaonet da zaou vloaz sonn" (fr).
- ↑ 13/11/2015 Lec'hienn sudouest.fr – Fuzuilhadennoù e Pariz ; korfoù war al leur
- ↑ 28/11/2015 Lec'hienn Slate.fr gant Gregory Brandy – Penaos ez eo bet skrivet istor gwalldaolioù an 13 a viz Du gant Wikipedia'.
- ↑ 23/11/2015 Lec'hienn Liberation.fr : Nann, trafikerien-dramm a Golombia n'o deus ket lazhet lod sponterien an 13 a viz Du (fr).
- ↑ 16/11/2015 Lec'hienn Lemonde.fr gant Martin Untersinger : Gwalldaolioù an 13 a viz Du 4 mojenn nevez hag a zo o treiñ (fr).
- ↑ (fr) 28/01/2016 lec'hienn Focus Home Interactive: Harpit #GIVEFORFRANCE gant an HUMBLE BUNDLE a-berzh Focus Home interactive
- ↑ (fr) 29/01/2016 lec'hienn gameblog.fr/ gant Camille Allard : Un Humble Bundle evit reiñ sikour da gouzañverien gwalldaolioù Pariz