Salah Abdeslam

Salah Abdeslam
Salah Abdeslam
Ganedigezh 15 a viz Gwengolo 1989
Brussel Banniel Belgia Belgia
Broadelezh Banniel Belgia Belgia
Micherioù Laer

Sponter

Skourr Islam sunnit

Flag of the Islamic State of Iraq and the Levant2.svg Stad Islamek


Salah Abdeslam ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1989 e Brussel, Belgia, met gant ar vroadelezh c'hall[1] a zo un hailhon munut hag un den diskredet da vezañ ur sponter a gemeras perzh e gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz[2].

Liammet ez eo Salah Abdeslam gant ar Stad Islamek dre hanterouriezh e gamarad bugaleaj Abdelhamid Abaaoud.

Ur c'hemenn-klask etrevroadel a zo bet krouet a-benn tapout anezhañ[3].

Harzet eo bet a-benn ar fin e Molenbeek an 18 a viz Meurzh 2016, goude un terc'h a 125 devezh.

Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015Aozañ

Salah Abdeslam a zo liammet gant gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz, nebeut a draoù a zo sur betek-en:

  • Salah Abdeslam en deus feurmet an oto a servijas da skipailh sponterien ar Bataclan evit mont eno ha seveniñ o torfed.
  • Prenet en devoa tarzherioù en ur stal er Val-d'Oise[4]

Ar c'hlaskAozañ

Pennadurezhioù Belgia ha bro C'hall o deus embannet poltred Salah Abdeslam gant e anv d'ar 15 a viz Du 2015. Nebeut amzer war-lerc'h e oa lesanvet an enebour d'an holl Niverenn 1[5].

Goustadik e vez sevenet an enklask evit gouzout pelec'h ez eo tremenet ar sponter ha petra rik en devoa graet a-raok hag e-pad gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz.

Harzet eo bet a-benn ar fin e Molenbeek an 18 a viz Meurzh 2016, goude un terc'h a 125 devezh.

Notennoù ha daveennoùAozañ