Kaozeal:Gwrac'h
Pajenn doubl
kemmañAn hevelep pennad a zo amañ: https://br.wikipedia.org/wiki/Gwrac%27h Posubl eo dilemel ar bajenn-mañ. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 13:18 (UTC)
- Ganit eo bet adkaset an danvez a oa dindan an titl "Gwrac'h (hud)" dindan an titl "Gwrac'h". Perak ? Ne oa ket mat dit an titl kentañ ? --Llydawr (kaozeal) 8 Eost 2022 da 15:50 (UTC)
- Peogwir em eus klevet ar ger-se evit talvezout an hevelep tra atav: ur sorserez kozh. Evidon eo splann ez eo "sorserez" ster kentañ ar gêr (klevet e vez ar ger-se 'barzh ar c'hontadennoù alies mat). E kembraeg hag e kerneveureg e vez adkavet ur ster hudek gant an hevelep ger a-orin, neuze e seblante din ster pennañ ar ger. Ha splann a-walc'h evit chom hep resisaat eus peseurt ster emeur o komz. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 17:11 (UTC)
- N'eo ket aze emañ an dalc'h. Savet ez eus bet hiziv ur bajenn gant Undenbennak (gwrac'h) gant danvez tennet rik eus ur bajenn all a oa en anv-se dija (dindan an titl gwrac'h (hud)). Ne gomprenan ket perak. Ar pennad gwrac'h an hini a vefe da ziverkañ rak arabat eo sevel pennadoù doubl.
Evit adenvel ur bajenn eo gwell komz eus an dra-se war pajenn ar gaozeadenn a-raok. Evit diverkañ ur bajenn e tleez sevel ar goulenn war Wikipedia:Pajennoù da nullañ hag e vo graet gant ar merour Kadwalan (kaozeal) 8 Eost 2022 da 17:41 (UTC)- Graet 'm boa evel-se peogwir ne c'halle ket adeñvel "Gwrac'h (Hud)" da "Gwrac'h", rak "Gwrac'h" a oa ur bajenn implijet dija hag a zo bet adañvet "Gwrac'h (disheñvalout)" ganin. Neuze em eus peget testenn ar pennad "Gwrac'h (Hud)" war "Gwrac'h" evit ma c'hallfed bout dilemet ar pennad kentañ goude.
- Klasket 'm eus ober evel er wikioù arall: ur pennad gant ar ger e-unan en titl evit lakaat ar gomz war stêr kentañ ar ger. Ur pennad arall hag a ginnig an holl sterioù, ha skrivet "(disheñvalout)" en titl goude ar ger. Hag evit ar pennadoù arall e skriver an titl gant ar ger mui un dra etre kromelloù evit resisaat ster ger ar pennad. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:14 (UTC)
- Arabat eo ober an dra-se. Evel em eus skrivet uheloc'h e c'hallez goulenn gant ur merour adenvel ur bajenn pe komz eus an dra-se war pajenn ar gaozeadenn ma n'out ket evit ober. Difennet eo troc'hañ endalc'had ur bajennad ha pegañ ar pennad e pajennoù all. Troc'hañ a ra istor ar bajenn. Peadra zo da vezañ skarzhet evit ur frapad. Kadwalan (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:30 (UTC)
- Ma, kompren a ran. M'o vont d'adlakaat pep tra evel a-raok. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:49 (UTC)
- Gallout a rit dilemel ar bajenn "Gwrac'h (disheñvalout)" bremañ. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:54 (UTC)
- Pe dilemel ar bajenn "Gwrac"h" kentoc'h, hag adeñvel ar bajenn ""Gwrac"h (disheñvalout)" da "Gwrac'h". (evit mirout istor ar pennad) Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 19:15 (UTC)
- Arabat eo ober an dra-se. Evel em eus skrivet uheloc'h e c'hallez goulenn gant ur merour adenvel ur bajenn pe komz eus an dra-se war pajenn ar gaozeadenn ma n'out ket evit ober. Difennet eo troc'hañ endalc'had ur bajennad ha pegañ ar pennad e pajennoù all. Troc'hañ a ra istor ar bajenn. Peadra zo da vezañ skarzhet evit ur frapad. Kadwalan (kaozeal) 8 Eost 2022 da 18:30 (UTC)
- N'eo ket aze emañ an dalc'h. Savet ez eus bet hiziv ur bajenn gant Undenbennak (gwrac'h) gant danvez tennet rik eus ur bajenn all a oa en anv-se dija (dindan an titl gwrac'h (hud)). Ne gomprenan ket perak. Ar pennad gwrac'h an hini a vefe da ziverkañ rak arabat eo sevel pennadoù doubl.
- Peogwir em eus klevet ar ger-se evit talvezout an hevelep tra atav: ur sorserez kozh. Evidon eo splann ez eo "sorserez" ster kentañ ar gêr (klevet e vez ar ger-se 'barzh ar c'hontadennoù alies mat). E kembraeg hag e kerneveureg e vez adkavet ur ster hudek gant an hevelep ger a-orin, neuze e seblante din ster pennañ ar ger. Ha splann a-walc'h evit chom hep resisaat eus peseurt ster emeur o komz. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 17:11 (UTC)
Trugarez. N'eus kudenn ebet gant ar bajenn Gwrac'h (disheñvelout). Adsav an adkas torret mar plij ha gra ur goulenn adenvel evit gwrac'h (hud) e Wikipedia:Goulenn adenvel ma 'peus c'hoant. --Kadwalan (kaozeal) 8 Eost 2022 da 21:28 (UTC)
- Mat, trugarez deoc'h. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 21:59 (UTC)
- @Undenbennak: Pa ne c’hellez ket ober un dra bennak evit abegoù teknikel, goulenn ouzh ar verourien hen ober mar plij, gallout a reont sikouriñ. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eost 2022 da 12:18 (UTC)
- En ober a rin ar wezh kentañ. Trugarez evit ar c'hemm. Undenbennak (kaozeal) 12 Eost 2022 da 19:42 (UTC)
- @Undenbennak: Pa ne c’hellez ket ober un dra bennak evit abegoù teknikel, goulenn ouzh ar verourien hen ober mar plij, gallout a reont sikouriñ. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eost 2022 da 12:18 (UTC)
Marteze n'am eus ket graet ar pezh goulennet, a-benn ar fin. Diverket eo bet ar pennad doubl ha dalc'het an holl istorioù, met emaon oc'h en em c'houlenn hag-eñ am eus eskemmet an anvioù (gwrac'h ha gwrac'h (disheñvelout) e lec'h gwrac'h ha gwrac'h (hud)). Lezel a ran ac'hanoc'h lavarout din ar pezh a seblant mat deoc'h. Huñvreüs (kaozeal) 12 Eost 2022 da 20:07 (UTC)
- An traoù a welan a zo mat din. Se 'oa ar pezh a felle din ober. Undenbennak (kaozeal) 12 Eost 2022 da 22:03 (UTC)
Goulenn ali saverien genta~n ar pennad ne oa ket tu d'ober? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 13 Eost 2022 da 10:50 (UTC)