Kaozeal:Ifern

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Pasianted: digas, diseblant, digunujenn

Peurliesañ ne implijer ket ar ger-mell evit titloù ar pennadoù - "Ifern" a vefe trawalc'h d'am soñj. Ouzhpenn-se, ne welan ket perak e vefe ur pennad "Ifern" hag unan all "Ifernioù". Gallout a refer kenstrollad an daou bennad dindan an hevelep titl en unander, hervez ar boazioù, ennañ un displegadenn diwar-benn kredennoù ar relijion-mañ'r-relijion. Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2007 da 07:13 (UTC)Respont

Atav ar memes tra.
N'eo ket echu ar pennad. Pet eurvezh zo eo bet savet?
Meur a bennad zo e yezhoù all.
Gortoz ur sizhunvezh, hag e weli.
Soñjomp kentoc'h e-barzh Bro Leon ha Bro-Leon.

Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2007 da 11:27 (UTC)Respont

ya 'hat, atav ar memes tra - sevel penandoù hep implijout ar patromoù evit diskwel n'int ket achu ha neuze klemm peogiwr eo bet kinniget o c'hemmañ... ha d'an nebeutañ eo bet ranket dit anzav eo oa dav kemmañ an titl dre lemel kuit ar ger mell - pe ret e ovije bet gortoz ur sizhunvezh ivez evit kinnig hen ober. Ra ma vo savet pajennoù doubl atav, unan e liester hag unan e liester evit kreskiñ buan an niver a bennadoù.... --Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2007 da 12:39 (UTC)Respont

Pasianted: digas, diseblant, digunujenn

kemmañ

Paouez da glemmichal, ne ra ket vat dit. Petra eo ar patromoù evit diskwel n'int ket achu. Skriv fraeshoc'h, ne gomprenan mann. A-wechoù, eveldout, e ran fazioù. A-wechoù e vez ret paouez gant ur pennad ... pa vez bet ur bugel o c'hoari gant ur gontell ha ret e gas d'an ospital, lakaomp. Koulskoude, peurvuiañ, ec'h adlennan pezh a skrivan, hag e roan un dra bennak komprenus da lenn. Ha ne vez ket re a fazioù e-barzh. Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2007 da 15:00 (UTC) PS. Adlennet ganin, ha skarzhet ar c'hunujennoù a-raok embann. Fur on evel un aelig Doue abaoe ur miz, met start eo hep butun.Respont

ale, n'eo ket me an hini zo o klemmichal. ganin e oa bet leusket ur gerig o kinnig kemmañ traoùigoù zo, ha diouzhtu bet klemmet ganit-te evel ma c'hell an neb gwelet klaer war ar bajenn gaozeal-mañ. A-hendall, lâret e skrivin pa welin ha ne c'hortozin ket pelloc'h evit ober kinnigoù war ar pajennoù kaozeal a-seurt-mañ rak a-hendall e ankoue'an (un afer disheñvel an hini eo, ne lâran ket, pa denn da gemmañ traoù war-eeun). Trugarez, n'eus forzh penaos evit bezañ chomet fur, evel ma lârez-te. Gwir eo ha da drugarekaat a ran a galon (ha n'eo ket mousfent, m'hen da asur. Pep hini a ra fazioù (te nebeutoc'h a fazioù yezh evidon, na mar ebet), hag dres evit gallout o reizhañ em boa great er c'hinnigoù-se. Ha kompren a ran ivez pegen start e c'hell bezañ chom a-sav da vutuniñ. Boñ, evit a sell ouzh ar patromoù-se, evel am eus bet skrivet nouspet gwezh dija, ez eus patromoù bet savet a-ratozh evit diskwel d'an implijerion/ezed all emeur o labourat war u pennad c'hoazh, hennezh an hini eo:

Patrom:LabourAChom

ret eo skrivañ:

{{LabourAChom}}.

Gwell eo e c'hell bezañ kamm ivez ar brezhoneg er patromoù, met bez' e c'heller o c'hemmañ ivez dres evel ma reer gant pennadoù all. A galon.--Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2007 da 19:27 (UTC)Respont

Komprenet 'm bije m'az pije lavaret e oa panelloù-hent da lakaat amañ hag ahont: arabat butuniñ, pe diwallit, tud o labourat war ar pennad, pe arabat distruj kerkent ha lennet, servij a c'hallo c'hoazh.
Ur patrom, din-me, zo graet evit ober dilhad. Ne fell ket din deskiñ nag egoreg piv-din-me, na wikipedeg me 'oar me pelec'h.
Ne blij ket din ar frazenn "labour a chom": kentoc'h em bije lakaet "labour a chom d'ober", pe gwelloc'h amañ "n'eo ket echu al labour, sikour a c'hallit da beurechuiñ": ur bedadenn bersonel, keda.
Ha bremañ un tamm tro d'an Ifern.Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2007 da 20:41 (UTC)Respont
ar gwir a zo ganit evel-just, talvzout a ra seurt kemennadennoù da banelloù (panelloù-hent n'on ket sur avat, rak ne welan hent ebet, dres evel ma ne gompren lod penaos e c'hell bezañ stanket un den, m'añfin se zo un afer all...). Graet e vez "patromoù" (template e saozneg ha modèle e galleg) ouzh pennadoù bihan bet savet a-ratozh-kaer evit gallout bezañ implijet e n'eus forzh peseurt pennad en ur mod heñvel atav. Bez' e c'heller o c'hemmañ evel n'eus forzh pesuert pennad all, ha war-eeun hep goulenn ali hini ebet evel-just pa reizher fazioù yezh.

Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:30 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Ifern".