Kaozeal:Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver
Europa pe europat ?
kemmañ"Karta europat", kentoc'h, gant un anv-gwan, evel ma kaver er yezhoù kar d'hon hini hag evel ma lenner e pennadoù all (Karta europat al liesyezhegezh, Jean-Luc Mélenchon, Diwan...). Ha gant un araogenn ("evit"), evel ma reeer e saozneg pe e kembraeg, ne vefe ket falloc'h. --Llydawr (kaozeal) 31 Gen 2014 da 11:37 (UTC)
- Marteze a-walc'h, met graet em boa da gentañ gant ar pezh a seblant din a vez kavet ar muiañ gant Google, hag a glever pe lenner an aliesañ (berroc'h alies, gwir: evel "Karta Europa ar Yezhoù" da sk.) hag implijet da skouer gant Diwan [1]. Met gwelet a ran ivez ez eus un doare all gant an Ofis, ha sed an hini a c'haller dilenn da c'hortoz. --Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Gen 2014 da 11:58 (UTC)
- An Ofis eo an Aviel eta. Gwechall ne veze nemet erbedadennoù gant an Ofis. Bremañ emaomp en ul live all : kement tra ha n'eo ket bet benniget gantañ a vez klasket argas gant lod. Gwechall pa veze dizemglev e veze votet amañ war traoù ar seurt-se. Goulenn a ran ur vot eta. A-du gant kinnig Llydawr evel-just. 2.12.207.3 = Bianchi-Bihan 31 Gen 2014 da 13:57 (UTC)
- "Kaougantet" : evit "ratifier" e welan n'eus ket bet graet gant ar ger kinniget gant Ofis ar Brezhoneg : peurwiriekaat. --Llydawr (kaozeal) 31 Gen 2014 da 18:13 (UTC)
- An Ofis eo an Aviel eta. Gwechall ne veze nemet erbedadennoù gant an Ofis. Bremañ emaomp en ul live all : kement tra ha n'eo ket bet benniget gantañ a vez klasket argas gant lod. Gwechall pa veze dizemglev e veze votet amañ war traoù ar seurt-se. Goulenn a ran ur vot eta. A-du gant kinnig Llydawr evel-just. 2.12.207.3 = Bianchi-Bihan 31 Gen 2014 da 13:57 (UTC)
- War Google : 8000 disoc'h evit google:karta Europa met 24 disoc'h evit google:karta europat…
- karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver hervez an Ofis ; met européenne de l'information jeunesse = karta europat an titouriñ evit ar yaouankiz vez great ivez… n’eo ket poellek-tre.
- Estreget an Ofis : « Karta Europa » hepken vez graet gant yabzh.com pe www.skolanemsav.com
- A galon, VIGNERON (kaozeal) 31 Gen 2014 da 14:02 (UTC)
- Evel-just: peogwir ez eus tud eus SAE e penn an Ofis, pe ar c'hontrol, n'em eus ket sonj ken. N'eo ket an niver (diazezet evel-se) a laka an dibaboù da vezañ poellekoc'h e-keñver yezh n'eus forzh penaos. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gen 2014 da 15:36 (UTC)
A-raok dibab un titl da vat ez eus un dra aes d'ober: lakaat ar stumm kinniget gant Llydawr er pennad ivez. Amzer zo evit ar peurrest. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gen 2014 da 15:43 (UTC)
- mennozh mat. Savet m’eus un adkas ivez. VIGNERON (kaozeal) 31 Gen 2014 da 16:20 (UTC)
Lakaomp e vije un anv ofisiel e brezhoneg (hervezon n'eus ket amañ, hervez lod marteze ez eus unan, danvez da gaoz neuze eta) : kement-se ne viro morse ouzh den ebet d'ober gant anvioù all, lakaomp stummoù berroc'h hag aesoc'h alies. D'am meno eo mat ober meneg eus ar stummoù brezhonek-se en un holloueziadur. Evit kemmañ an anvioù e vez aamzer atav goude, ha gwelloc'h e vez kaozeal a-raok kemmañ. Met gwelloc'h eo sevel ur pennad gant un anv, ne vern pehini, eget bezañ hep ar pennad. Pep pennad a c'hall bezañ gwellaaet, pep titl ivez. N'eo ket ret ober pep tra war un dro nag er memes deiz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gen 2014 da 16:44 (UTC)
- Ur gaoz a oa bet 6 miz 'zo dija [2] (ar § "mank"). D'an ampoent e oa bet kavet mat an titl a zo bremañ. Llydawr en doa graet ar memes kinnig hag en deus graet hiziv. Evel ma n'en kavan ket war ar rouedad e c'houlennan daveoù, rak WP n'eo ket ur greizenn dermenadurezh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Gen 2014 da 18:23 (UTC)
Ar WP brezhonek eo ar pezh a fell d'ar genlabourerien ober, ha n'eo ket pezh a fell da zen pe zen ober evit difenn linenn bolitikel strollad, skol, pe kreizenn ebet. Ha ma fell dimp lakaat Gwirioù an Dud e-lec'h Gwirioù Mab-Den, evel ma hon eus lakaet Paol Aorelian, e-lec'h Sant Paol Aorelian, n'hon eus ket da c'houlenn aotre digant Vatikan nag Ofis na kreizenn, na rener skol pe ti-embann ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Gen 2014 da 18:36 (UTC)