Kaozeal:Mailh-tenner

Evezhiadenn diwezhañ: 3 miz zo gant Fanchigo

Mailh-tenner ? Testeniekaet? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2016 da 23:06 (UTC)Respont

Demat, n'eo ket testenniekaet. En klasket em eus met blev. Neuze petra d'ober? Mailh-tenner a zo aes a-walc'h da gompren e ve kaoz eus "Sharpshooter/ Tireur d'élite". Ma vez ur ger all e vo degemeret a-greiz galon.

A galon --Dishual (kaozeal) 28 C'hwe 2016 da 11:45 (UTC)Respont

Demat, gwir eo n'eo ket sklaer an traoù er geriadurioù brezhonek ha gerioù a vank. Din-me n'eo ket fall ober gant mailh-tenner (fr tireur d'élite) evit an anv jenerek a vod daou seurt tennerien hervez an armeoù :
- marksman, gwechall sharpshooter (en) pe tireur de précision (fr), a labour e-touez ur gevrenn hag a zo gouest da dennañ betek 600 m. Kinnig a ran treiñ se gant tenner-resisted e lec'h implijout ar memes ger mailh-tenner evit disheñvelaat an daou dra.
- ha sniper (en) pe tireur d'élite (fr) evit an dennerien a labour e skipailhoù daou zen, gouest da dennañ pelloc'h ha da vont war an dachenn da zastum titouroù. Kinnig a ran treiñ se gant tenner eus ar gwellañ evel kinniget gant an Ofis, ha menegiñ ivez ar ger sniper a vez implijet en armeoù hag er sevenadur dre vras (filmoù, c'hoarioù video). Tenner-spieg ne gavan ket e lec'h ebet.
An dalc'h a zeu eus ar fed e vez implijet ar memes ger (marksman) e saozneg evit daou veizad zo a zo disheñvel koulskoude e arme SUA da skouer.
Petra eo ho soñj ? A galon, Fanchigo (kaozeal) 5 Gou 2024 da 08:46 (UTC)Respont

Demat, Kavout a reer "Un tireur d'élite : un tenner ar gwellañ." e-barzh geriadur Ménard (2012), da skouer. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 28 C'hwe 2016 da 12:39 (UTC)Respont

"tenner eus ar gwellañ" gant an Ofis. --Arko (kaozeal) 4 Gen 2021 da 23:51 (UTC)Respont

Tenner dreistklas ? --Ch. Rogel (kaozeal) 5 Gen 2021 da 21:08 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Mailh-tenner".