Kaozeal:Manon Deniau

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant Adriendelucca e kaozeadenn Holloueziadurel ?

Holloueziadurel ?

kemmañ

Ha holloueziadurel eo ar pennad-mañ ? Piv a annavez ar plac'h-se ? Petra he deus graet evit bezañ brudet ? Arko (kaozeal) 20 Mae 2023 da 16:13 (UTC)Respont

Pa vever er bed ar brezhoneg e lenner ar mediaoù brezhonek. Daoust hag eñ e vez goulennet d'an holl vrezhonegerien a skriv ingal ma vijent brudet e Pariz pe New-York ? (Evel er Wikipedia gallek).
Ar plac'h-se a zo e strolladig ar gelaouennerien vrezhonek gentañ. Trawalc'h eo evit ma redo he memor betek marv ar brezhoneg. Ch. Rogel (kaozeal) 20 Mae 2023 da 22:19 (UTC)Respont
Brudet eo e bed ar gazetennerezh e brezhoneg. Dren Frañchto (kaozeal) 21 Mae 2023 da 10:04 (UTC)Respont
N'em eus ket lavaret e rankfer bezañ brudet e New York pe Pariz evit bezañ war wikipedia, met bezañ brudet awalac'h gant un dra he deus graet, da nebeutañ. Ha skrivet he deus levrioù brudet ? Kinnig a ra un abadenn bennak er skinwel ? Ha brudet eo evit he fennadoù-skrid ? N'eo ket... Ur poltred anezhi zo bet embannet gant an Telegram, netra ken, ha gant ur mignon dezhi zoken. N'eo ket awalac'h.--Arko (kaozeal) 21 Mae 2023 da 15:25 (UTC)Respont
Ne rankfed ket bezañ "brudet" evit kaout ur pennad Wikipedia. Kalz maered, da skouer, n'int ket brudet tamm ebet ha koulskoude ez eus pennadoù diwar o fenn. Ur pennad Maxime Touzé zo, ha koulskoude n'en deus graet netra dibar. Ma vo dilamet ar pennad-mañ e vo ret dilemel hini M. Touzé ivez. Dren Frañchto (kaozeal) 21 Mae 2023 da 17:03 (UTC)Respont
Ur pennad Metig Jakez-Vargas zo ivez, ha petra he deus graet-hi? Ret vefe dilemel he fajenn ivez. Dren Frañchto (kaozeal) 21 Mae 2023 da 17:19 (UTC)Respont

Keweriañ gant an traoù holloueziadurel n'eo ket kefridi nemeti ar Wikipedia brezhonek

kemmañ
Keweriañ an traoù holloueziadurel n'eo ket (ha ne vo ket biken) kefridi nemeti ar Wikipedia brezhonek, unan all a zo hag hemañ liammet gant statud ar yezh. Pa vez o tiwan araokadennoù dispar e vije berrwel chom hep o lakaat war wel.
Pa oan o labourat el levraouegoù e veze start tuta brezhonegerien gant perzhegezhioù micherel. E mare-se ne welen ket nemet Goulven Malrieu, levraoueger a vicher ha brezhoneger ampart, hag a oa bet tutaet abalamour d'e varregezh yezhel. Heñvel eo bet er c'helaouennerezh leunamzer.
Bez 'eus bet un toullad tud hag a zo bet kelaouennerien vrezhoneger, met muioc'h dre zegouezh eget dre un steuñv micherel (Goulven Morvan, Fañch an Uhel, Fañch Gourvil, Corentin Le Nours, Youenn Drezen, Pêr J Helias, Charlez ar Gall, Pêr ar Flao, Lukian Raoul, Bernez Rous, Lena Louarn, etc.) ha ne oa ket leun-amzer darn anezho.
Oadvezh nevez ar c'helaouennerezh brezhonek a zeu diwar Manon Deniau : bezañ tapet ar perzhegezhioù micherel ha kinnig d'ar brezhoneg ur maez nevez.
Ar pezh a ra Manon Deniau, ha n'eus ket kalz a dud evit eñ ober, a zo kelouennerezh an ditouroù hollek, diaes, met ar prizietañ.
N'eus ket ezhomm dezhi skrivañ levrioù pe testennoù dibar, bezañ eus anezhi a zo ur cheñchamant krenn, ur seurt krenadenn-douar e bedig ar brezhoneg, izelek e idoloù, met eñ anaoudek pa weler un digorerez.
Ha kelaouennerien vrezhonek ditouroù hollek leunamzer all a anavezit ? Tudi Créquer ? Ch. Rogel (kaozeal) 21 Mae 2023 da 17:04 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Manon Deniau".