Kaozeal:Porched:Bro-C'hall

Evezhiadenn diwezhañ: 4 bloaz zo gant Arko

D'am soñj eo ret ober un diforc'h etre Bro C'hall ha Frañs. Breizh n'emañ ket e Bro-C'hall, e Frañs ne lavaran ket. Hogen ar c'hartennoù amañ a ziskouezh Bro-C'hall gant Breizh e-barzh. Ret eo vefe kavout kartennoù Bro-C'hall hep Breizh. --Arko 6 C'hwe 2010 da 12:11 (UTC)Respont

Ne vin ket a-du gant hon mignon. Breizh n'eo ket Bro-C'hall. Met Breizh zo bet lakaet e Bro-C'hall, er rouantelezh c'hall, a oa un impalaeriezh c'hall gant Buonaparte, ur republik c'hall goude . Frañs zo ur ger n'em eus ket implijet biskoazh. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2010 da 12:24 (UTC)Respont

Breizh zo e-barzh Republik Frañs hiziv hon deiz. Met ma sellomp ouzh an istor, n'eo ket bet atav, hag ur bern tud a ra c'hoazh an diforc'h etre Bro-Vreizh ha Bro-C'hall (eveldon). N'eo ket nemet Breizh a zo bet lakaet er rouantelezh c'hall, en impalaeriezh c'hall etc... an Izelvroioù ivez, Italia, Aljeria ha me oar me. An doare da wellout Breizh, amañ emañ an dalc'h a-benn ar fin : ur vro evel Bro-C'hall, Bro-Saoz, Bro-Euskadi ha Bro-Gembre, pe ur rannvro c'hall (hag hep al Liger-Atlantel eta)... --Arko 6 C'hwe 2010 da 12:33 (UTC)Respont

Pe e komzomp eus Breizh, pe eus Bro-C'hall amañ? Soñj am eus bezañ labouret war-dro ar rouaned hag an impalaerien c'hall, war-dro duged Breizh ivez. Evit an doareoù da welout, a zo aferioù personel pep hini, mont d'an davarn mar plij. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2010 da 12:41 (UTC)Respont


    • Ya, gouzout a reer abaoe an XVIIIvet kantved eo ar stêr Yonne a red e Pariz ha n'eo ket ar Seine. Setu ar pezh a zo skrivet er pennad gallek fr:Yonne (rivière) : "L'Yonne est en réalité le principal cours d'eau du bassin de la Seine, et géographiquement, c'est l'Yonne qui coule à Paris, et non la Seine.". --Arko (kaozeal) 27 Her 2020 da 20:15 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Porched:Bro-C'hall".