Kaozeal:Sanubar Tursun
Evezhiadenn diwezhañ: 5 vloaz zo gant Llydawr
Mar skriver "ouigour" evit ئۇيغۇر e ranker skrivañ Sanoubar Toursoun evit سەنۇبەر تۇرسۇن ivez, al lizherenn و o vezañ distaget [u]/"ou".--90.32.35.208 12 Her 2019 da 13:29 (UTC)
- "Ouigour" zo ur ger brezhonek, skrivet hervez doare-skrivañ ar brezhoneg. "Sanubar Tursun" zo un anv divoutin estren, skrivet hervez doare-skrivañ latin an ouigoureg (fr:Écriture ouïghoure latine pe en:Uyghur Latin alphabet). N'emañ ket ar c'hiz da skrivañ an anvioù divoutin estren hervez doare-skrivañ ar brezhoneg betek-henn. A-hend-all en em gavjemp gant traoù evel Tcheurtchil, Adenaouer pe c'hoazh Lidz pe A Korougna. --Llydawr (kaozeal) 14 Her 2019 da 06:57 (UTC)
- N'emañ ket ar c'hiz da skrivañ an anvioù divoutin estren hervez doare-skrivañ ar brezhoneg betek-henn?? Kalz anvioù estren zo bet brezhonekaet, dreist-holl re an noblañsoù: Charles, Felipe, Friedrich, Foulques, Henry, Heinrich, Louis, William... Dre chañs eo aet François 1er da *Frañsez Iañ, gallet en defe bezañ **Saig Iañ pe **Fañch Iañ !--90.32.39.38 18 Her 2019 da 20:10 (UTC)
- Daou dra disheñvel zo, hag arabat o c'hemmeskañ : anvioù-bihan hag o deus ur stumm brezhonek, anavezet a-gozh, evel Charlez, Loeiz, Herri, kevatal d'ar stummoù a gaver e yezhoù all, galleg, saozneg, alamaneg pe me 'oar-me, evel Charles, Louis, Ludwig, Henry... Hag ar re-se a c'haller implijout evit an anvioù roueed. Hag an anvioù tud estren hag a vir o doare-skrivañ orin peurliesañ er skridoù brezhonek, evel Winston Churchill, William Shakespeare, Charles Dickens, Ludwig van Beethoven, Ryszard Kapuściński pe Mao Zedong. --Llydawr (kaozeal) 19 Her 2019 da 15:36 (UTC)