Sanubar Tursun (سەنۇبەر تۇرسۇن en ouigoureg), ganet d'ar 1 a viz Mezheven 1971 e Ghulja (Yining e sinaeg) e rannvro Xinjiang e Sina, zo ur ganerez ha sonerez ouigour brudet en he bro hag en estrenvro.

Ganet eo Sanubar Tursun e Ghulja, e kornaoueg Xinjiang, merc'h d'ur soner. Deskiñ a reas seniñ binvioù he bro, dutar, satar ha chang[1],[2]. Embannet he doa he fladenn gentañ e 2000.

Sonadegoù he deus graet e Turkia, Suis, Belgia, Italia, Bro-Saoz, Bro-C'hall hag er Stadoù Unanet. Bez' e oa da zont da Roazhon ha da Naoned e deroù 2019, met e miz Du 2018 e oa bet klevet ne c'hellje ket dont abalamour m'he doa "diaesterioù" da guitaat Republik Pobl Sina. E miz Genver 2019 e oa bet klevet e oa aet diwar wel ha krediñ a reer eo bet toullbac'het[3] Ne ouzer ket petra a damaller dezhi, met n'eo ket ar wech kentañ ma vez bac'het arzourien ouigour e Xinjiang.[4].

Hervez ar c'heleier diwezhañ e vije bet kondaonet da 5 bloavezh toull-ba'h, met ne ouzer ket abalamour da betra[5].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ