Kaozeal:Sirinks
Pelec'h e kaver testeniekaet ar ger-mañ e brezhoneg evit an dra-mañ ? E geriadur M. Ménard n'eo "sirinks" nemet un amprevan. Netra barzh Geriadur An Here, netra barzh Geriadur Al Liamm. Ar ger nemetañ implijet eo fleüt Pan (Ofis Publik Ar Brezhoneg ([1]), hag er "vuhez wir" ([2]), e-giz en holl yezhoù all koulz lavarout ([3]).--Maenruilh (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 11:38 (UTC)
Geriadur, teir gwech
kemmañ- Anaout a ran da relijion, gwelet eo bet amañ dija.
- Hervezi emañ pep gwirionez er geriadurioù, hag er-maez eus ar geriadurioù gwirionez ebet. Marteze n'int ket graet gant tud?
- Er vuhez wirion e komz neb a gar eus pezh a gar, eus doueed Hellaz a-wechoù, eus sirinks pe stomatofilak a-wechoùigoù, eus energiezh atomek pe gremm derc'hanel, hep goulenn aotre pabig ebet : ar geriadurioù zo binvioù da harpañ, ha n'eo ket da verzañ.
- Ouzhpenn-se e kaver er geriadurioù gerioù ha n'int ket testeniekaet er-maez anezho : lakaomp
- un toullad gerioù gant Vallée evel "dizimpoteka, hollrediezour" ("déterminisme", troet da savelegour e 2012)
- al loened mojennel bazilig (ur blantenn hepken hervez geriadur Ménard) ha kokatris, deuet eus ar C'hatolikon : pelec'h int bet implijet n'ouzer ket. Koulskoude e vefe disheñvel ar bazilig (ur seurt naer), hag ar c'hokatris (ur seurt kilhog) er yezhoù all.
- Gerioù zo, bet implijet, a blij da lod geriadurourien hag a zisplij da lod all, evel marc'h-kornek. bet skrivet
- Ha gerioù zo a garfe lod berzañ peogwir nDermOfis, da gelenn dezho penaos sevel gerioù brezhoneks zo savet fall, splann: Organeg he Genoù Kemmet. Ober rez evel a garez, me ne ran ket gantañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 13:25 (UTC)
- Pebezh laius ! Lavarout rez forzh petra evit kuzhat un dra, dic'houest out da lavarout pelec'h e kaver "sirinks" gant ar ster-se e brezhoneg.
- Komzet 'moa eus "ar vuhez wir", ha te lavar ne gomzan met eus geriadurioù.
- Kavet e vez "bazilik" (gant "k" ha n'eo ket gant "g") evit al loen e Geriadur M. Ménard er c'hontrol d'ar pezh a lavarez, ha n'eo ket hepken evit ar blantenn, skrivet "bazilik" ivez (e-giz m'int skrivet ivez e Geriadur An Here ha Geriadur Al Liamm).--Maenruilh (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 13:53 (UTC)
- Marteze ne lennez ket mat pezh a skrivez, pe n'eo ket skrivet ganit, pe n'eo ket sklaer ez penn? Pemp linenn zo sinet ganit, hag ar ger geriadur zo implijet ganit teir gwech. Ne ouies ket? sell ! met evel-just, te ne lavarez ket n'eus forzh petra.
- Ne ran forzh ebet e vije ar ger en ur geriadur pe nann : e brezhoneg emañ bremañ, tapet eus ur yezh all, evel ar gerioù energiezh ha nukleel, ha gant an daou ster a gaver en ur bern yezhoù all.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 14:37 (UTC)
- Ne ran forzh ebet e vije ar ger en ur geriadur pe nann : e brezhoneg emañ bremañ, tapet eus ur yezh all, evel ar gerioù energiezh ha nukleel, ha gant an daou ster a gaver en ur bern yezhoù all. : kement-mañ a ziskouez ne ouzit ket – pe ne fell ket deoc'h anaout — ar pezh a zo eus un holloueziadur : ur benveg da ginnig gouiziegezh mab-den d'ar pred ma vez savet eo, ur benveg da grouiñ n'eo ket.
- Evel-m'eo bet resisaet adalek ar penn-kentañ, un holloueziadur eo Wikipedia, ur geriadur n'eo ket ; a-hend-all, pe c'heriadur a ginnig gerioù ijinet a-ratozh-kaer evit ar geriadur-se end-eeun ? Hini un akademiezh, a erbed gerioù. Hag ezel eus un akademiezh oc'h ?
- Ijinañ ur ger hag e lakaat e Wikipedia ne ra ket ur ger brezhonek anezhañ. Forzh piv a c'hall gwelet pegen kamm eo ar ger *sirinks, anat eo ez eo bet goveliet war ar prim, ha biken ne vo testeniekaet evel ger brezhonek.
- Wikipedia ne c'hall ket bout un dave evit Wikipedia : meur a c'her hoc'h eus goveliet (*sac'higell, *infant, *sikofant* hag all) a ranker skarzhañ dre ziouer a desteni ; bout bet lakaet ganeoc'h e Wikipedia ne ro tamm reizhegezh dezho er yezh. Emaoc'h o c'hoari ho tamm pab, dres a-walc'h, pa glaskit implijout ur benveg hag a zo digor d'an holl evit lakaat dre nerzh ho sell-c'hwi da dalvezout er yezh.
- Ingal e teuit da c'houlenn "pelec'h eo testeniekaet" ar ger-mañ-ger testeniekaet-mat n'anavezit ket ; war an dro, nac'hañ a rit groñs reiñ daveoù pa vezont goulennet diganeoc'h.
- Ne glot ket Wikipedia gant ar pezh a fell deoc'h ober ; kit 'ta da DermOfis da gelenn dezho penaos sevel gerioù brezhonek. Met ret eo gouzout kenlabourat.
— Lagad Zoltec (kaozeal) 6 Gwe 2017 da 15:56 (UTC)
A, a, a!
kemmañFentus! Ne gollin ket amzer o komz gant ezel un akademiezh, anavezet eo da ideologiezh, ne vern gant pehini eus da anvioù e sinez. Distreiñ a rin war ur frazenn, hag echu. Homañ: Forzh piv a c'hall gwelet pegen kamm eo ar ger *sirinks, anat eo ez eo bet goveliet war ar prim, ha biken ne vo testeniekaet evel ger brezhonek. C'hoarzhin a ran ken e ran. Digor Geriadur Ménard, pajenn 1293, eizhvet ger gallek er golonenn dehou : syrinx; troidigezh kinniget : sirinks. Evel ma lavarez : anat eo ez eo bet goveliet war ar prim, ha biken ne vo testeniekaet evel ger brezhonek. Noz vat, aotrou akademisïan. 6 Gwe 2017 da 16:11 (UTC)
Deskiñ sevel gerioù
kemmañN'eo ket diaes sevel gerioù : n'eus nemet ober un sontadeg : http://www.brezhoneg.bzh/TPL_CODE/TPL_ENTREEPARTICIPATIVE/PAR_TPL_IDENTIFIANT/111/1-degemer.htm Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Gwe 2017 da 12:59 (UTC)
Lakaat sklabez
kemmañSklabez zo bet lakaet em skrid uheloc'h gant un implijer difoutre : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Sirinks&diff=prev&oldid=1768392. Piv a naetao war e lerc'h? Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Gwe 2017 da 05:24 (UTC)