Kaozeal:Ur Ganaouenn a Skorn ha Tan
Politikerezh ar wikipedia-mañ, betek-hen, a oa chom hep implijout titloù brezhonek evit oberennoù ha n'int ket bet troet; d'am meno eo un dibab fur. Hag a c'hall bezañ kemmet, goude ur gaozeadeg, met a dalvezo da c'hortoz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Meu 2021 da 19:54 (UTC)
- Ha koulskoude e oa bet troet e brezhoneg er pennad. Ya, mat vefe cheñch ar reolenn-se, dousaat anezhi da nebeutañ... --Arko (kaozeal) 4 Meu 2021 da 20:26 (UTC)
- Troet e vez an titloù a-wechoù e-barzh ar pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Meu 2021 da 07:44 (UTC)
- Ya, met gwelloc'h eo treiñ anezho e titl ar pennad neuze, ha lakaat an titl orin e deroù an destenn, pa vefe e saozneg, alamaneg, ruseg pe japaneg...--Arko (kaozeal) 5 Meu 2021 da 07:54 (UTC)
- Me zo enep. Ret eo kaout ali ar re all. Ur bern levrioù zo gant o zitl orin ha n'eus kudenn ebet; Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Meu 2021 da 08:42 (UTC)
- Ya, met gwelloc'h eo treiñ anezho e titl ar pennad neuze, ha lakaat an titl orin e deroù an destenn, pa vefe e saozneg, alamaneg, ruseg pe japaneg...--Arko (kaozeal) 5 Meu 2021 da 07:54 (UTC)
- Troet e vez an titloù a-wechoù e-barzh ar pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Meu 2021 da 07:44 (UTC)
- Just-awalac'h eo ur gudenn kaout titloù an holl bennadoù-se e saozneg rak :
- 1) ar wikipedia brezhonek eo amañ, lakaat ar brezhoneg war-wel hag implijout anezhi eo ar palioù. Emañ dija an titloù orin er wikipediaoù er yezh orin, neuze ne servij da netra lakaat an titloù er yezh orin amañ, ur yezh bras peurliesañ
- 2) dibosubl eo lakaat titloù pennadoù zo er yezh orin peogwir ne implij ket ar memes lizherennoù pe sinoù, da skouer en armenieg, arabeg, sinaeg, amazigh... evel al Levr Glas. Perak neuze lakaat Treasure Island er yezh orin ha paz al Levr Glas ? Peogwir n'eo ket bet troet romant Stevenson e brezhoneg ? N'eo ket poellek.
- Kompren a ran peus c'hoant da chom feal da doare orin an oberennoù, met n'eo ket treitouriñ anezho treiñ o zitl e brezhoneg. Ret eo lakaat ar muiañ posubl titloù hor pennadoù er brezhoneg. Bihan eo plas ar brezhoneg er gevredigezh, dister zoken er mediaoù etc, bihanaat ar plas-se ne ra ket ur vad dezhi. N'eus ket kalz lec'hioù evel ar wikipedia brezhonek ma c'hallomp reiñ ur plas bras d'hor yezh, arabat deomp koll tro d'ober kement-se. Kredomp lakaat ar brezhoneg war-wel ! --Arko (kaozeal) 5 Meu 2021 da 10:42 (UTC)
A-du gant Bianchi-Bihan. Fur eo politikerezh ar Wikipedia brezhonek : mirout he anv orin d'un oberenn n'eo ket bet troet e brezhoneg, hag e dreiñ e korf ar pennad (evel ma oa bet graet en A Song of Ice and Fire).
Tabutoù a c'hellfe sevel a-zivout un droidigezh bet degaset gant un den bennak, da skouer evit treiñ Trainspotting pe The Grapes of Wrath.
Ar re yaouank a glasko an titl orin, ned aint ket d'e dreiñ well-wazh kent klask ; an droidigezh vrezhonek, pa'z eus unan, a c'hall bout meneget er pennad gouestlet d'an aozer(ez), ha bout ur pennad ivez. E gwirionez, sevel ur pennad diwar-benn an oberenn orin hag unan all diwar-benn he zroidigezh e vije ar gwellañ, pa c'hall un droidigezh bout disheñvel-mat diouzh ar skrid orin (gwelit Harry Potter and the Philosopher's Stone / Harry Potter ha Maen ar Furien). — Ar choler (kaozeal) 5 Meu 2021 da 13:56 (UTC)
- Trainspotting a chom Trainspotting en holl yezhoù evel just. Met 99,99% eus an oberennoù er bed n'int ket brezhonek. Fellout a ra deoc'h lakaat holl bennadoù ar wikipedia brezhonek en ur yezh all neuze. Me a ginnig lakaat ar brezhoneg pa z eus moien, tra ken...--Arko (kaozeal) 5 Meu 2021 da 14:51 (UTC)
- Ha treiñ a ri anvioù kazetennoù evel Le Monde pe The Times ivez ? ;-) Da c'hortoz gouzout hiroc'h e kavan furoc'h lezel anvioù ar filmoù, al levrioù, ar c'hanaouennoù... en o yezh orin, evel ma kinnig daou zen all uheloc'h. Evel ma vez graet peurliesañ er Wikipedia brezhonek. Hag evel ma vez graet alies e meur a Wikipedia all : ca:The American Language, ca:Domesday_Book, pt:Black Beauty, de:A Tale of the Ragged Mountains, de:Things Fall Apart pe Finnegans Wake, hep ma vefe lakaet ar yezhoù-se en arvar. --Llydawr (kaozeal) 5 Meu 2021 da 15:47 (UTC)
- N'int ket lakaet en arvar peogwir int yezhoù bras. Miliadoù a vediaoù zo e gallek dre ar bed. N'eus ket ezhomm ar gallek eus wikipedia. Stad ar brezhoneg n'eus netra da welout. Petra eo he flas er mediaoù e Breizh ? Ur benveg a-bouezh eo wikipedia evit ar vrezhonegerien. Pa welan kement galleg, saozneg, alamaneg hag italianeg zo bet lakaet betek er pennadoù... me gav din e c"hallomp prederiañ war an dra-se memestra. Ne lavaran nemet treiñ titloù an oberennoù e brezhoneg pa eo posubl, tra ken... N'eo ket anv treiñ Le Monde amañ...--Arko (kaozeal) 5 Meu 2021 da 16:00 (UTC)