Kaozeal:Yann ar Badezour

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant 2A01:CB08:890E:C600:98DE:36DF:5855:6018

Yann-Vadezour pe Yann Vadezour kentoc'h--Kadwalan 20 Eos 2007 da 16:59 (UTC)Respont

Yann ar Badezour, e vicher eo, evel Yann ar Gwiader, pe Yann-Frañsez ar Gonideg. Ur pennad diwar-benn un den istorel eo, n'eo ket diwar-benn an anv-badez brezhonek. Ha pennadoù all a vo, ma vezan lezet d'ober, db Yann an Avielour, ha tud all. Bianchi-Bihan 20 Eos 2007 da 17:24 (UTC)Respont
Gouzout a ran ervat. Setu un nebeud skouerioù. Ne'm eus graet nemet gant ar re ma ne oa ket implijet ar ger sant.
  • BIBL koad 21, Sant Lukaz 7, 20 An dud-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a lavaras dezhañ: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout
  • Yann-Gerven "EUS AR BREZHONEG BELEG D’AR BREZHONEGOÙ LENNEGEL" : an tri ferson, ar Werc'hez Vari, Abraham, Moizez ha Yann Vadezour
  • Koñchennou Eus Bro ar Ster Aon 26 : « Pa vezo graet ar pez a lavare Yann-Vadezour : stankit an traoniennou, izelait an torgennou
  • Introduction dar vuez devot, Ch. Bris 1709 .p.363 Yann Vadezour.
  • Buhez ar sent Gabriel Morvan p. 456 : Hor Salver a-raok ma voe ganet a lakae Yann Badezour da dridal gant levenez e kerc'henn e vamm.
  • Aviel Katolik 1907 me a fell din, emezi, e rofes din diouzhtu penn Yann-Badezour.
  • Geriadur Remon ar Porzh (dibennidigezh) : dibennidigezh Yann-Vadezour.
  • Geriadur Saozneg-Brezhoneg Miossec * John (n): Yann. John Baptist: Yann Vadezour.
  • Ar c'henta miz Mari. V. Roudaut 1868 .p.54 : evit mont da zilivra Yann Vadezour diouzh ar pec'hed (inf.).
  • Barr-Heol. n. 57 . 10 : Hor Salver, a-raok ma voe ganet, a lakae Yann-Vadezour da dridal gant levenez e kerc'henn e vamm.
  • Ar pevar Aviel, M. Glanndour p. 219 Testeniadenn diwezhañ Yann-Vadezour diwar-benn Jezuz.
  • Geriadur ar Glev : Herodez a oa lazher Yann Vadezour. BZNT. p. 283

Eus ar stumm all ne gavan ken div skouer. Kement-se evit lâret n'eo ket ar stumm implijet ar stankañ, a dra sur.

  • Aviel Katolik 1907 . p. 231 : Yann ar Badezour en deus kaset ac'hanomp davedout evit goulennouzhit : Daoust ha te eo an hini a dle dont ?
  • Ar pevar Aviel, M. Glanndour p. 85 : Evel-se en em ziskouezas Yann ar Badezour er gouelec'h oc'h embann ur vadeziant a geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.

--Kadwalan 20 Eos 2007 da 23:42 (UTC)Respont

Sede labour klask eus ar c'hentañ.
Met n'emaon ket en sell da ober gant ar stumm implijet ar muiañ (er skridoù relijiel eta) er pennad-mañ, rak gant ur stumm neptu e-keñver istor ha relijion e rin evit lakaat en holloueziadur, ha mirout an hini "stankañ" ma kerez evit ober anv eus ar sant er skridoù relijiel.
An daou stumm avat zo implijet er pennad, hervez an degouezh: Yann-Vadezour evit al livadurioù, peogwir int oberennoù relijiel.
Pa vo echu ma labour e c'hallo pep hini barn ha kemm, ne sellin ket. (21 Eos 2007 da 01:02‎ Bianchi-Bihan)
"Pa vo echu ma labour e c'hallo pep hini barn ha kemm, ne sellin ket." Istor ar bajenn a brou ar c'hontrol mik https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Yann_ar_Badezour&action=history

(Patrom:Biblia), con lo cual cumplía expresamente una profecía de Isaías (Patrom:Biblia, Patrom:Biblia, Patrom:Biblia) — ¡Ay de mí! ¿Hay que conocer el castellano para leer la Wikipedia en bretón? --2A01:CB08:890E:C600:98DE:36DF:5855:6018 18 Ebr 2022 da 18:06 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Yann ar Badezour".