Karrbont Kerdeozer

pont e Bro-C'hall

Kerkent ha penn-kentañ an ugentvet kantved e oa bet savet ur rouedad hent-houarn en Aodoù-an-Arvor. An naontek linenn a yae d'hec'h ober war-hed 452 gilometr a oa bet fiziet e Kompagnunezh hentoù-houarn Aodoù-an-Hanternoz da gentañ-penn.

Karrbont Kerdeozer

Lidet e oa bet digeriñ al linenn Landreger Perroz-Gireg, 22,7 gilometr hed anezhi, d'an 11 a viz Eost 1906. Brudet e oa dre ma oa bet krouet gant Louis Harel de la Noë, ijinour an Hentoù ha Pontoù, meur a savadur en he hed, Karrbont Kerdeozer en o zouez.

Daouzek metr ha pevar-ugent hed an dek bolz anezhañ e oa bet savet er mervent da Briel, nepell diouzh ar stêr Gindi, oc'h ober gant un teknik nevez-flamm, hini ar betoñs houarnet. Implijet e oa bet betek ar 15 a viz Ebrel 1949, pa voe serret al linenn da vat.

Nevesaat ar pont linenn houarn-mañ emañ o klask ober kumun Briel da zegemer un « hent glas » a-barzh fin ar gont.

Meneget e oa bet lanneg Kerdeozer damdost gant skrivagner ar c'horn-bro, Jarl Priel, e kentañ levrenn e eñvorennoù, Va Zammig Buhez an titl anezhi.