Karrbont ar Penzez
Karrbont ar Penzez zo ur pont hent-houarn dreist ar Penzez, e Bro-Leon.
Savet e oa bet e 1881-1882 evit ma vefe ul linenn hent-houarn eus Montroulez da Rosko. Ouzhpenn 200 metr eo e hed hag emañ 40 metr a-us dour ar stêr.
Dre m'eo erru en ur stad dirapar, ne c'hall ket an trenioù a dremen drezañ ober ouzhpenn 30 km an eur.