Kastell Laval
Kastell Laval zo ur c'hastell e Laval, en departamant Mayenne. Daou gastell zo e gwirionez : ar C'hastell Kozh (Vieux-Château), ur c'hastell-kreñv savet adalek an XIIvet kantved, hag ar C'hastell Nevez (Château-Neuf), savet da vare an Azginivelezh adalek 1542. Emañ an daou savadur war roll kentañ ar Monumantoù istorel, savet e 1840[1].
MONUMANT ISTOREL |
---|
Digor eo ar C'hastell Kozh d'ar weladennerien hag ennañ e c'haller gwelet un dastumad oberennoù livouriezh simpl, e-kichen taolennoù klaseloc'h eus an XIXvet kantved, ha traoù all c'hoazh diwar-benn sevenadurioù Afrika hag Azia ha diwar-benn istor ar c'horn-bro.
Notennoù
kemmañ- ↑ Kastell Nevez ha Kastell Kozh (Base Mérimée, Ministrerezh ar Sevenadur)