Kateryna Bilokour
Kateryna Vasylivna Bilokour (ukraineg : Катерина Василівна Білокур), bet ganet d'ar 24 a viz Du (J) / 7 a viz Kerzu (G) 1900 e Bohdanivka, Gouarnelezh Poltava, Impalaeriezh Rusia hag aet da Anaon d'an 9 a viz Mezheven 1961 e Bohdanivka, Raion Yaotyn, Oblast Kyiv, Republik Soviedel Ukraina, a oa ul livourez ukrainat.
Kateryna Bilokour | |
---|---|
Катерина Білокур | |
Delwenn e Bohdanivka | |
Ganedigezh | 24 a viz Du (J) / 7 a viz Kerzu (G) 1900 e Bohdanivka Gouarnelezh Poltava Impalaeriezh Rusia |
Marv | 10 a viz Mezheven 1961 e Bohdanivka Raion Yaotyn, Oblast Kyiv Republik Soviedel Ukraina |
Broadelezh | Ukrainat |
Enorioù | Arzourez Pobl Ukraina |
Brud a zastumas e dibenn ar bloavezhioù 1930 hag er bloavezhioù 1940 dre he zaolennoù awenet gant an natur ; dre ma voe Kateryna Bilokour d'al livouriezh en Ukraina ar pezh e voe Añjela Duval d'ar varzhoniezh e Breizh ez eo bet lakaet e-touez an Ukrainadezed brudetañ a-bep-amzer[1].
Buhez
kemmañE kêriadenn Bohdanivka, ur 100 km bennak er reter-gevred da Gyiv, e voe ganet Kateryna Vasylivna Bilokour e dibenn ar bloaz 1900, merc'h da Vasyliv Yosypovytch Bilokur, ur pinvidig hag a oa perc'henn war barkerier ha peurvanoù, hag e bried Yakylina Pavlivna. Daou vab a oa ivez, Grigoriy ha Pavlo.
Pa voe 6 pe 7 vloaz e teskas Kateryna lenn, hogen an tiegezh a zivizas nag he c'has d'ar skol evit arboellañ dilhad ha botoù, daoust d'e binvidigezh[2]. Abred ivez e krogas da dresañ, hogen sevel a-enep a eure he zud, a zifennas outi ober rak pellaat e rafe diouzh trepetoù an ti ha diaes e vije he dimeziñ neuze. Setu amañ a zisklêrias Kateryna diwezhatoc'h :
« Laerezh un tamm lien gwenn digant ma mamm a ris ha kemer un tamm glaou-koad... Ha treset em eus un dra bennak war un tu, sellet em eus, plijet on bet, ha heñvel am eus graet war an tu all. Ha gwalc'het em eus an tamm lien-se, ha treset em eus a-nevez... Ha d'un deiz... N'em eus ket treset pezh a welen, laboused n'eus ket anezho ne lavaran ket... Laouen e oa ma ene pa oan deuet a-benn da ijinañ un dra evel-se ! Ha sellet em eus ouzh an dresadenn, ha c'hoarzhet em eus evel ur sodez... Paket war an taol on bet gant ma zad ha ma mamm. Diframmañ an dresadenn a-dre ma daouarn o deus graet hag he stlepel er forn... "Petra emaout oc'h ober, sodez ma'z out ? Petra a c'hoarvezo mar gwel estrenien ar pezh a rez, Doue ra viro ? Diaoul ebet ne zeufe da'z lesaat !..." Forzh pe da lec'h ec'h afen avat, forzh petra a rafen, e teu war ma lerc'h ar pezh a rankan tresañ...
Mantret on gant an natur, pa'z on bet ker gwallgaset ganti, peogwir he deus roet din ker bras ur garantez ouzh an tresañ nevet-se kent lemel diouzhin kement tro da grouiñ an oberennoù dispar-se gant ma donezon a-bezh. » [3]
Dre guzh e kendalc'has Kateryna da dresañ gant glaou-koad war lien, da skouer evit aozañ kinkladur ur strollad c'hoariva amezek bet savet gant ur c'har d'ar re Vilokour.
E 1922 pe 1923 e kavas e oa ur skol deknikel groc'hanerezh e Myrhorod, 100 km pelloc'h c'hoazh er reter-gevred da Giyiv bepred. Mont di a eure, div dresadenn ganti : un eiladur eus un daolenn, ha ti he zad-kozh treset war al lec'h war baper dibar he devoa prenet a-ratozh. Korbellet e voe en abeg ma ne oa ket bet skoliataet e-pad ar seizh bloavezh ret. Mantret-bras e voe pa zistroas war-droad d'ar gêr[4].
Goude-se e krogas da gemer perzh er strollad c'hoariva ; a-du e voe he zud, gant ma ne virfe ket outi a labourat en atant. Er bloaz 1928 e klevas Kateryna Bilokour a-zivout Skol c'hoariva Kyiv, ma voe korbellet evel e Myrhorod. Ken izel e voe he spered e-pad bloavezhioù ma klaskas beuziñ er stêr Tchoumgak (Чумгак) en diskaramzer 1934. Da heul an darvoudenn ec'h asantas he zad ma kemerfe kentelioù tresañ, da 34 bloaz.
En nevezamzer 1940 e klevas Kateryna ar ganaouenn « Ha gwenngoud a oa er bradenn ? »[5] gant ar ganerez c'hoarigan ukrainat Oksana Andriyivna Petrousenko (1900-1940) ; an arzourez a gasas ul lizher d'ar ganerez dre Sal-c'hoariva Kyiv, gant gwenngoud treset war un tamm lien. Ker plijet e voe O. Petrousenko man eas e darempred gant Kreizenn an Arzoù Poblek Kyiv evit ma klaskfe war-lerc'h Kateryna Bilokour. Ar mestr kizeller ukrainat Volodymyr Vasylyovitch C'hytko (1914-1984), rener ar Greizenn, a gavas Kateryna e Bohdanivka kent diskouez he labour d'al livour ukrainat Matviy Oleksiyovitch Dontsov (1877-1974) ; un diskouezadeg 11 taolenn a voe aozet[6]. Berzh bras a eure, ken e voe pedet an arzourez da Voskov, ma weladennas meur a virdi.
E 1944 ec'h eas rener Mirdi Broadel Ukrainat an Arzoù-Kaer da welet K. Bilokour en atant evit prenañ taolennoù diganti ha kinnig dezhi un diskouezadeg er Mirdi. Pemp bloaz goude, e 1949, e voe degemeret Kateryna en Unvaniezh Arzourien Ukraina (Спілки художників України Spilky C'houdojnykiv Ukrayiny). E 1951 e voe deroet dezhi medalenn Urzh an Ardamez a Enor gant URSS hag an titl a Arzourez Enorus Ukraina (Заслужений діяч мистецтв України Zasloujenyy diyatch mystetstv Ukrayiny) gant Leonid Korniyets, prezidant Republik Soviedel Ukraina.
E miz Mezheven 1954 e voe dalc'het e Paris un Diskouezadeg Etrebroadel an Arz A-vremañ e Mirdi al Louvre. URSS a gasas oberennoù eus Mirdi Broadel an Arzoù-Kaer Moskov, eus Mirdi ar Peniti Sankt-Peterbourg hag eus mirdioù all, en o zouez teir zaolenn gant Kateryna Bilokour. Souezhet e voe bed an arzoù pa zisklêrias Pablo Picasso goude o gwelet : « Mard hor bije ul livourez a-live gant honnezh e komzje ar bed a-bezh diwar he fenn ! ».[6]
E 1956 e voe lakaet da Arzourez Pobl Ukraina.
Niverus e voe mignoned an arzourez e metoù al livourien, an arbennigourien war Istor an arzoù, hag ar varzhed, a vage doujañs outi. Ingal e kenskrive ganto, hag hi o chom e Bohdanivka bepred. Ukrainadezed all a grogas da gemer skouer diouti, evel Olga Bintchouk, Tamara Ganja ha Hanna Samarska.
Goude an Eil Brezel-bed e voe lakaet atant an tiegezh Bilokour da unan kengladel ; e 1948 e varvas an tieg. Kateryn a chomas da labourat en atant gant he mamm, ha pa glañvaas honnezh e teuas Grigoriy da genlabourat, a-gevret gant e bried hag o femp a vugale.
En nevezamzer 1961 e klañvaas Kateryna d'he zro, p'he deveze poan vras en he stomog hag en he divhar ; ne oa louzoù dereat ebet e stal apotikerezh Bohdanivka. D'an 9 a viz Mezheven e varvas Yakylina Pavlivna, oadet a 94 vloaz. D'an deiz-se end-eeun e voe kaset Kateryna Vasylivna d'an ospital dostañ, ma varvas antronoz goude bezañ bet oberataet[7].
Arz Kateryna Bilokour
kemmañKateryna he-unan a farde he barroù-livañ ker moan ha nadozioù diwar blev buoc'hed, kizhier, briñsennoù kerez ha tammoù boestoù-mir. Gant ar binvioù-se e c'helle chom feal da hengoun ar broderezh ukrainek. "Brodañ" gant liv eoul war lien a rae an arzourez neuze. Hervezi ez eo ar broderezh hengounel pazenn diwezhañ ar fardañ lien, evel pa servijfe da lakaat natur wirion guzh an danvez war wel : « feltrañ a raen, kribinañ, nezañ, gwiadiñ, gwriat, gwennaat, evit krouiñ brodadennoù kaer. » Dre e livañ ivez e lavare diskuliañ natur al lien, ar pezh na c'hall ket bezañ tizhet gant nep mekanik.
Dibar e oa he doare da stagañ al lien ouzh ar framm : e-lec'h fardañ ur framm bewech, ar pezh a gouste re ger dezhi, e stage pep tamm lien war an hevelep framm dre dammoù poell, dres evel ma reer gant frammoù-brodañ. Pa veze echuet un daolenn e stage ul lien nevez ouzh ar framm.
Atav e live Kateryna war ur foñs unliv, glas peurliesañ. Glas-pers ha glas-kobalt e oa he livioù karetañ. P'edo o kregiñ gant ar vicher e farde he livegadoù he-unan diwar gwenngoud, skav hag ognon. Diwezhatoc'h e prene ligadoù, lienennoù ampezet hag eoul lin.
Bleunioù dreist-holl a veze taolennet ganti. Alies e veske re an nevezamzer ha re an diskarmazer, hervez an amzer a lakae evit livañ un oberenn. Dremmvaoù ha poltredoù he deus livet ivez.
Aketus e veze treset ha livet pep briñsenn, pep hugenn ha pep bleunienn gant an arzourez, en un doare skedus ha bevennet gant gouloù. Disheñvel eo sklêrijenn pep elfenn, evel pa vefe he buhez dezhi he-unan. Resis eo pep munud e bed struzhel Kateryna Bilokour, ritennoù pep petalenn zoken, ha daoust d'an niver a elfennoù e chom kempouez an hollad ; pa seller ouzh an taolennoù e weler ur bedig klok hag emren.
Hêrezh
kemmañ- 1977 : ur mirdi a voe staliet e ti an arzourez e Bohdanivka[8]
- 1981 : un delwenn en enor da Gateryna Bilokour a voe staliet e kêr Yahotyn, nepell diouzh kêriadenn Bohdanivka.
- 2000 : Bank Broadel Ukraina a embannas ur pezh-moneiz 2 hryvnia (₴) da-geñver 100vet deiz-ha-bloaz ganedigezh an arzourez[9] ; un timbr a voe embannet ivez.
- 2004 : Stad Ukraina a grouas ar Priz Kateryna Bilokour evit garedoniñ oberennoù dibar en arz poblek hengounel evit e vroudañ[10].
- 2015 : un eil timbr a voe embannet en Ukraina.
- E meur a gêr en Ukraina ez eus stradoù anvet en enor da Gateryna Bilokour.
-
Ti-mirdi Bohdanivka
-
Monumant e Yahotyn
-
Pezh-moneiz 2 hryvnia
-
Bez Kateryna Bilokour e Bohdanivka
-
Timbr 2000
-
Timbr 2015
Levrlennadur
kemmañ- (uk) Goundorova, Tamara & al. : Це зробила вона ("Graet he deus"). Kyiv : Видавництво Vydavnytstvo, 2021, p. 45 (ISBN 9789669757449)
Liammoù diavaez
kemmañ- (uk) Oberennoù @ Про Україну і українців "A-zivout Ukraina hag Ukrainiz". Kavet : 24 Meu 24.
Notennoù
kemmañ- ↑ (uk) 'Найвідоміші жінки давньої та сучасної України "Ar maouezed brudetañ en Ukraina hen hag a-vremañ". Kavet : 24 Meu 24.
- ↑ Goundorova, 2021, p. 45.
- ↑ (uk) Української літературної газети "Kazetenn lennegel ukrainat", 07/12/2020. Kavet : 24 Meu 24.
- ↑ (uk) 7 грудня 1900 року народилася геніальна українська хужожниця Катерина Білокур "D'ar 7 a viz Kerzu 1900 e voe ganet an arzourez veur Kateryna Bilokour" @ Рідна країна ("Bro-orin"), 07/12/2020. Kavet : 24 Meu 24.
- ↑ « Чи я в лузі не калина була? » ; gwenngoud : Viburnum sp..
- ↑ 6,0 ha6,1 (uk) Катерина Білокур – українська художниця-самоучка, яку звеличував Пікассо "Kateryna Bilokour zo ul livourez ukrainat emzesket hag a zo bet meulet gant Picasso" @ UATV, 20/03/2019. Kavet : 24 Meu 24.
- ↑ (uk) Білокур Катерина Василівна (1900–1961) "Bilokour Kateryna Vasylivna 1900-1961)" @ Prostir Museum, 19/01/2008. Kavet : 24 Meu 24.
- ↑ (uk)(en) Меморіальний музей-садиба Катерини Білокур "Ti-mirdi e koun Kateryna Bilokour". Kavet : 24 Meu 24.
- ↑ (uk) Український інститут національної пам'яті "Ensavadur broael ukrainat ar C'houn". Kavet : 24 Meu 24.
- ↑ (uk) (en) An dekred. Kavet : 24 Meu 24.