Kazh bay

C. badia


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Catopuma
Anv skiantel
Catopuma badia
Gray, 1874
Statud CITES  : Stagadenn II ,
Adwel 1990
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hazh bay (Catopuma badia), anvet ivez "kazh Borneo", pe "kazh ruz Borneo" pe c'hoazh "kazh bay Borneo", a zo ur c'hazh gouez na gaver nemet e Borneo. Unan eus ar c'hizhier anavezet an nebeutañ eo. Pa voe tapet ur barez e 1994 ne oa bet ket gwelet hini ebet abaoe 1928. An darn vrasañ eus ar glaskourien a renk anezhañ er genad Felis met reoù arall en laka er genadoù Catopuma pe Profelis.

Perzhioù

kemmañ

Ur blevad gell-ruz en deus ar c'hazh bay ar peurliesañ. Gris e c'hell bezañ gwechoù 'zo, avat. Roudennoù gwenn en deus war e zremm ha ront ha gell-du ez eo e zivskouarn. Du eo lein e benn ha div linenn wenn a red a-dreuz e zivjod. Gwenn eo e c'hroñj ha, hervez Sunquist, ez eus ur merk heñvel ouzh ur M war gil e benn.

Muzuliañ a ra 50 cm gant ul lost 30 cm. Kar eo da gazh alaouret Azia hervez dielfennadurioù genetik nevez.

Annez hag emzalc'h

kemmañ

Er c'hoadegoù glavek e vev ar c'hazh bay hag e roc'hellegoù. Hemolc'hiñ a ra evned ha krignerien dreist-holl. Chaseal marmouzed a c'hell ober ivez avat.


Mirerezh

kemmañ

N'anavezer ket pet kazh bay a zo en natur met en arvar bras emañ ar c'hoadegi ma vevont enno. En abeg d'a dra-se e voe bet lakaet ar c'hazh bay e stagadenn II ar CITES. Hervez an IUCN emañ en arvar. Ar boblañs a c'hellfe bezañ war-dro 2 000 penn.

Liammoù diavaez

kemmañ

ar c'hazh bay

Ar c'hazh bay war ar BBC