Kentkeltieg

(Adkaset eus Keltieg)

Kentkeltieg[1] pe Kengeltieg[2] eo an anv a reer eus ar yezh a greder a veze komzet gant an holl Gelted en Henamzer bellañ, hag a zo orin an holl yezhoù keltiek, da lavarout eo yezh vamm ar skourroù gouezelek ha predenek.

TermenadurAozañ

Ingal e vez daou anv gant al lenneien evit ar yezh vartezeet-se.

  • Kentkeltieg evit lakaat pouez war martezeadenn ur yezh hag a vefe bet anezhi kent ar re a anavezomp.
  • Kengeltieg pa vez lakaet ar pouez war meizad ur wrizienn voutin d'an holl yezhoù keltiek.

LevrlennadurAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Geriaouegoù savet gant Skol-Veur Kembre
Geriaoueg savet gant Skol-Veur Leiden

NotennoùAozañ

  1. (de) Urkeltisch, (en) Proto-Celtic.
  2. (fr) celtique commun.