Kemm arc'hwel (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kemm arc'hwel (saoz: functional shift) pe kemm rummenn evit komz eus ar fed ma c'hell kemmañ arc'hwel pe karg ur ger bennak, da lâret eo e kemm e rummenn yezhadurel.
Da skouer e saozneg:
- "fun" ("dudi") → "a fun person" ("un den dudius/plijus")
- "he runs like a horse" ("redek a ra evel ur marc'h", d.l.e "ken buan hag ur marc'h": araogenn genveriañ)
- "It looks like it's going to break" ("War a seblant emañ o vont da derriñ: stagell eviyt liammañ un islavarenn stag)
Amsklaer eo an diforc'h etre ar c'hemm arc'hwel diouzh un tu hag an dregemmerezh diouzh an tu all.
Ne degouezh ket alies moarvat er yezhoù evel ar brezhoneg implijet gante morfemoù deveradurel resis (lostgerioù, rakgerioù...) evit diskwel pe hini eo arc'hwel ur ger, da skouer:
- "bras" → "brasder" → "brasaat".