Antimeria
Er yezhoniezh hag er retorik e vez implijet an termen antimeria (diwar ar gresianeg: ἀντί enep ha μέρος "rann") evit komz eus kemm arc'hwel ur ger bennak implijet evel pa vefe ur ger eus ur rummenn yezhadurel all.
Kement-se ne zegouezh ket en holl yezhoù, ret dezhe merkañ an deveradurezh gant morfemoù hewel (kengerioù).
E brezhoneg
kemmañE brezhoneg e c'hoarvez ral a wech, evel amañ :
- "mat" → "ar mad"
- "drouk" → "an droug"
- "pinvidik" → "ar pinvidig" (hag un dornadig gerioù all evel-se)
- "paour" → "ar paour"
- "brezhonek" → "ar brezhoneg"
- "genaouek" → "genaoueg" (ur bern gerioù zo evel-se)
- "iwerzhonat" → "Iwerzhonad" (ur bern gerioù zo evel-se)
- "digor" → "goulenn digor"
- "bras " → "ar braz eus an dud"
- "torr " → "un torr "
(Notenn: ne denn ket an diforc'hioù reizhskrivañ-mañ d'ar frammadur yezhadurel) Patrom:??
- marteze → martezeoù
- "rak"; "perak" → "ar rag hag ar perag"
E yezhoù all
kemmañE yezhoù evel ar saozneg, da skouer, e c'heller implijout ur ger eus ur rummenn yezhadurel evel ur ger eus ur rummenn all, dreist-holl anvioù-kadarn impljet evel verboù war-eeun hep o merkañ (morfem mann), un doare tregemmerezh anvet "verbadurezh" en degouezh-mañ, da skouer:
- e saozneg:
- Anv-kadarn → verb (verbadurezh)
- "mouth" ("genoù") → "(to) mouth" ("implijout ar genoù/lakaat ar genoù da fiñval")
- "He mouthed the words" ("Ober a reas van da distagañ ar gerioù")
- e spagnoleg:
- stagell → anv-kadarn
- "pero" ("met") → "peros" ("digarez/brizhabeg")
- "No hay peros que valgan" ("n'eus abeg ebet da chom hep hen ober")