Kensonenn daouzant
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn daouzant (saoz.: bidental consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti an dent uhelañ hag an dent izelañ da lec'h distagañ pennañ.
Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel ledanet e vez merket al lec'h distagañ-mañ gant ur sin diakritek ispisial ([ ̪͆]) skrivet a-us hag a-is d'un arouezenn bennañ, da skouer [n̪͆]
Peurliesañ e vez kavet fonennoù a seurt-se e distagadurioù siek.
Testeniet eo bet avat implij seurt kensonennoù daouzant en distagadur reizh en ur yezh d'an neubeutañ: en unan eus isrannyezhoù rannyezh chapsougek ("shapsug") an adigeg e kaver ur ruzenn daouzant nann-c'hwibanus /x̪͆/ e lec'h [x] e rannyezh all ar yezh-se.