Kerzhadeg al lorc'h
Kerzhadeg al lorc’h[1], a zo Gay Pride hec'h anv orin saoznek ("Lorc'h Heñvelrevel"), eo abadenn bennañ al luskad LGBT. Reiñ a ra da welout an dud heñvelrevel, divrevel, queer, treuzrevel, ha tud all hag a c’houlenn frankiz ha kevatalded etre an tuadurioù hag an identelezhioù revel.
Iskevrennad eus | dibunadeg, pride event |
---|---|
Rann eus | luskad sokial LGBT |
Kounaat a ra | lorc'h LGBT |
EntitySchema for this class | Entity schema not supported yet (E57) |
Krouet eo bet da-heul emsavadegoù Stonewall er Stadoù-Unanet e 1969, ha bremañ e vez aozet bep bloaz e meur a vro dre ar bed, peurliesañ e miz Even, miz ar Lorc’h.
D'ar 27 a viz Kerzu 1970 e voe aozet Pride kentañ er bed e Chicago, ha goude-se unan all e San Francisco[2]. En deiz war-lerc'h e voe aozet emvodoù brasoc'h e New York (anvet Christopher Street Liberation Day) hag e Los Angeles.
En Europa e voe aozet ar gerzhadeg kentañ d'an 29 a viz Ebrel 1972 ; bodañ a reas 200 den e Münster (Alamagn)[3].
D’an deiz a hiviz e vez aozet kerzhadegoù e broioù eus an holl gevandirioù[4]. Koulskoude e chom lec’hioù ma vez diaes, pe difennet, ober anezho, evel Rusia[5] pe Turkia[6] lec'h ma 'z eo difennet ar gerzhadeg abaoe 2014.
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù
kemmañ- ↑ Anv kinniget gant TermOfis.
- ↑ (en) Labor of Love: The Birth of San Francisco Pride, 1970-1980. glbthistory..
- ↑ (fr) De Stonewall à Paris, retour sur l'histoire des marches des Fiertés LGBT. CNEWS, 21/06/,2019..
- ↑ (fr) Marche des fiertés : les 7 plus grandes Pride du monde (2022).
- ↑ (fr) « L'homophobie ne concerne qu'une minorité en Russie ». L’Humanité (Even 2006).
- ↑ (fr) « Turquie : marche des fiertés éclair à Istanbul, des arrestations ». Ouest France (Even 2024).