Kezeg Sant Mark
Kezeg Sant Mark zo peder delwenn e kouevr a oa bet e Konstantinopolis hag a voe skrapet gant tud eus Republik Venezia e 1204 da gas ganto da lakaat ouzh Penniliz Sant Mark e kêr Venezia.
Deiziad krouiñ | 2. century |
---|---|
Anvet diwar | Penniliz Sant Mark |
Luskad | Hellenistic sculpture |
Stad | Italia |
E tiriad | Venezia |
Daveennoù douaroniel | 45°26′4″N 12°20′22″E |
Tachenn | animal sculpture |
Krouet gant | talvoud dianav |
Danvez implijet | arem |
Diskouez a ra | Pevar-yev, marc'h |
Dastumad | Penniliz Sant Mark |
Lec'h produiñ | Enez Rodos, C'hios |
Hiziv emaint e-barzh ar benniliz, hag eildelwennoù zo bet lakaet en o lec'h.
-
An delwennoù orin, a zo e mirdi Penniliz Sant Mark
-
An eildelwennoù ouzh Penniliz Sant Mark
-
Talbenn Penniliz Sant Mark
Istor
kemmañRendael zo da c'houzout a belec'h e teuont. Hervez istorourien zo e vijent bet oberiet e Gres er IVvet kantved kent JK, evit Enez Rodos pe hini C'hios(Daveoù a vank), ha hervez lod all e vijent bet goveliet gant Romaned en Iañ kantved goude JK gant darn, etre kreiz an IIvet kantved hag an IIIvet kantved hervez darn all.(Daveoù a vank)
Hiriv e soñjer e c'halljent bezañ bet graet gant ar c'hizeller Lysippos (Λύσιππος en henc'hresianeg) er IVvet kantved kent JK. Hennezh, evel Scopas ha Praksiteles, zo gwelet evel unan eus an tri meurañ kizeller a zo bet en Henc'hres.