Khalid El Bakraoui
Khalid El Bakraoui | |
---|---|
Ganedigezh | 12 a viz Genver 1989 |
Marvet | 22 a viz Meurzh 2016 |
Brusel ![]() | |
Broadelezh | ![]() |
Micherioù | Laer Sponter |
Skourr | Islam sunnit |
kemmañ ![]() |
Khalid El Bakraoui ganet d'an 12 a viz Genver 1989 e Brusel hag aet da Anaon e Brusel d'an 22 a viz Meurzh 2016 a oa anavezet dreist-holl evit bezañ bet unan eus sponterien emlazh Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel.
Emlazhet eo dre tarzhadenn ur vombezenn e arsav metro Maelbeek d'an 22 a viz Meurzh 2016[1].
D'an 23 a viz Meurzh 2016, e oa bet anavezet evel unan eus sponterien gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016. E vreur Ibrahim El Bakraoui a zo marvet dre emlazh e Aerborzh etrevroadel Brusel.
ForbannerezhAozañ
E 2011 e oa bet harzet Khalid El Bakraoui evit aferioù laerezh gant feulster bras ha trafikerezh otoioù, dre ur bloavezh goude e vreur Ibrahim El Bakraoui an hini 'mañ evit ur c'hwitadenn laerezh un ti eskemm ha tennañ war ar polis.
Goude ar gwalldaolioùAozañ
Gant e vreur, hent Khalid El Bakraoui a ziskouez anatoc'h anatañ al liamm etre ar forbannerezh vras hag ar sponterezh islamek en Europa. Al liamm forbanerezh ha sponterzh islamek n'eo ket nevez, abaoe ar bloavezhioù 1980 e voe dija an Hezbollah o kemer liamm gant trafikerien dramm Amerika ar Su evit kavout ur vammenn all da arc'hantaouiñ o stourm[2].
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ (fr) 23/04/2016 lechienn rtbf.be : Ar vreudeur El Bakraoui e touez an emlazhet, Ibrahim e Zaventem, Khalid e Maelbeek
- ↑ (en) Matthew Levitt, « Hizbullah Narco-Terrorism: A Growing Cross-Border Threat » [Hezbollah trafikerezh dramm ha sponterezh: Un eskemm tre an harzoù o vont war-gresk], IHS Defense, Risk, and Security Consulting, Gwengolo 2012