Ibrahim El Bakraoui

Ibrahim El Bakraoui
Ibrahim El Bakraoui
Ibrahim El Bakraoui filmet gant kameraioù surentez Aerborzh etrevroadel Brusel
Ganedigezh 8 a viz Here 1986
Marvet 22 a viz Meurzh 2016
Zaventem Banniel Belgia Belgia
Broadelezh Banniel Belgia Belgia
Micherioù Laer

Sponter

Skourr Islam sunnit

Stad Islamek


Ibrahim El Bakraoui ganet d'an 9 a viz Here 1986 e Brusel hag aet da Anaon e Zaventem d'an 22 a viz Meurzh 2016 a oa anavezet dreist-holl evit bezañ bet unan eus sponterien emlazh Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel.

Emlazhet eo dre tarzhadenn ur vombezenn e Aerborzh Etrevroadel Brusel d'an 22 a viz Meurzh 2016[1].

D'an 23 a viz Meurzh 2016, e oa bet anavezet evel unan eus an tri sponter emlazh dre kameraioù surentez Aerborzh Brusel. Khalid El Bakraoui breur Ibrahim El Bakraoui a zo marvet dre emlazh e arsav metro Maelbeek.

Forbannerezh

kemmañ

E miz Genver 2010 e oa bet tapet Ibrahim El Bakraoui goude ur c'hwitadenn da laerezh un ti-eskemm. Gant daou torfedour e oa bet rediet da skampañ kuit hep laerezh netra goude ma voe huchet gant an implijiad da gervel sikour. Tennet e oa bet gant Ibrahim war an archerien gant ur fuzuilh arsailh Kalashnikov ha gloazet e oa bet don un archer gantañ a-raok ma vefe harzet gant an daou torfedour all[2].

Kondaonet e oa bet da 9 vloaz toull met dieubet e oa bet e 2015, trouz a sav adal kement-mañ dre ma rankfe bezañ en toull-bac'h c'hoazh.

Goude ar gwalldaolioù

kemmañ

Un urzhiataer perc'hennet gant Ibrahim El Bakraoui a zo bet adkavet en ur boubelenn gant un testamant. Diskleriañ a rae ar sponter e oa tapet berr, rediet da derc'hout difin, klasket warnañ gant an holl ha n'en doa ket c'hoant echuiñ toullbac'het gant Salah Abdeslam.

Gant e vreur, hent Ibrahim El Bakraoui a ziskouez anatoc'h anatañ al liamm etre ar forbannerezh vras hag ar sponterezh islamek en Europa. Al liamm forbanerezh ha sponterzh islamek n'eo ket nevez, abaoe ar bloavezhioù 1980 e voe dija an Hezbollah o kemer liamm gant trafikerien dramm Amerika ar Su evit kavout ur vammenn all da arc'hantaouiñ o stourm[3].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ