Cill Chainnigh

(Adkaset eus Kilkenny)

Cill Chainnigh (Kilkenny e saozneg) zo ur gêr e kreisteiz Iwerzhon, e kontelezh Cill Chainnigh. Kêr-benn ar gontelezh eo. Emañ war lez ar stêr An Fheoir (Nore), war-hed ur 150 km bennak diouzh Dulenn.

Cill Chainnigh - Kilkenny

Talvezout a ra Cill Chainnigh kement hag « iliz Cainneach », diwar anv ur manac'h eus ar VIvet kantved. Div iliz-veur zo e kêr, an eil evit ar gatoliked hag eben evit an anglikaned, hag ur c'hastell bet savet en XIIvet kantved gant William Marshal. E Cill Chainnigh ivez e vez breset ar bier Smithwick's, unan eus brudetañ bieroù Iwerzhon goude Guinness.