Kiruna
Kiruna (Giron e samieg, Kiiruna e finneg) zo ur gêr e hanternoz Sveden. Ar gêr hanternosañ eo er vro-se, e proviñs kozh Lappland hag e kontelezh Norrbotten. E 2010 e oa 18 148 a dud o chom e Kiruna ha 23 300 a annezidi a oa e kumun Kiruna e 2015.
Kreizenn bennañ Samied Sveden eo Kiruna ha roud a gaver anezhi abaoe 6000 bloaz zo. En XXvet kantved e oa kresket kalz abalamour d'ar mengleuzioù houarn a oa er c'hornad. Ul linenn hent-houarn a voe savet da vont eus Kiruna da Luleå en un tu ha da borzh norvegiat Narvik en tu all, da ezporzhiañ an houarn-se aesoc'h.
Touristed a-leizh a ya da Giruna, abalamour m'emañ e norzh pellañ Sveden ha ma c'haller gwelet an heol da hanternoz eno e-pad an hañv.
Liammoù diavaez
kemmañ- Kiruna – Lec'hienn ofisiel