Samieg an Norzh
Ur yezh samiek eo samieg an norzh pe sámi an Norzh (sámegiella, davvisámegiella) eus familh ar yezhoù finnek-ougrek komzet gant 15 000-25 000 den e hanternoz Norvegia, Sveden ha Finland.
Samieg an norzh (Davvisámegiella) | |
---|---|
An tolead 5 eo hini samieg an Norzh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Norvegia, Sveden, Finland |
Rannved : | Norzh Europa |
Komzet gant : | ~25 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù ouralek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Enontekiö, Inari, Sodankylä hag Utsjoki e Finland |
Akademiezh : | Ruovttueatnan gielaid dutkanguovddáš |
Urzh ar gerioù : | SVO |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | se |
ISO 639-2 | sme |
ISO 639-3 | sme |
Kod SIL | LPR |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar yezh samiek muiañ komzet an hini eo.
Isrannet e vez e teir rannyezh pennañ :
- * Rannyezh Torne
- * Rannyezh Finnmark
- * Rannyezh an arvor
Skrivet e vez en un doare unvan gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn :
A/a, Á/á, B/b, C/c, Č/č, D/d, Ð/đ, E/e, F/f, G/g, H/h, I/i, J/j, K/k, L/l, M/m, N/n, Ŋ/ŋ, O/o, P/p, R/r, S/s, Š/š, T/t, Ŧ/ŧ, U/u, V/v, Z/z, Ž/ž.
Yezhadur
kemmañUr yezh daspegel gant kalz a zispegadurioù eo samieg an Norzh, ur yezh hag he deus meur a fed yezhadur boutin gant ar yezhoù ouralek all. Emdroet-kenañ eo ivez war-zu morfologiezh ar c'hendeuziñ hag an displegañ, evel an estoneg a zo kar a-bell dezhañ. Dre se, n'eo ket gant lostgerioù hepken eo merket ar morfemennoù, met ivez gant kemmoù morfofonologel ar wrizienn. E-touez ar c'hemmoù morfofonologel ez eo reizhiad an derez kensonenn an hini pouezusañ hag an hini kempleshañ.
Troadoù
kemmañ7 troad a zo e samieg an Norzh en unander, daoust m'eo heñvel furmoù ar genitiv hag an akuzativ, ha dre se e vez lavaret gant lod n'eus ket 'met 6 troad :
Heñvel eo furm an esiv (merker: -n) en unander hag el liester, da skouer : mánnán (evel bugel/evel bugale).
Raganvioù
kemmañTri niver a zo d'ar raganvioù-gour : unander ; daouder ha liester. En daolenn amañ-dindan emañ ar raganvioù-gour en nominativ hag er genitiv/akuzativ.
brezhoneg | nominativ | brezhoneg | genitiv | |
---|---|---|---|---|
Kentañ gour (unander) | me | mun | ma | mu |
Eil gour (unander) | te | don | da | du |
Trede gour (unander) | eñ, hi | son | e, he | su |
Kentañ gour (daouder) | ni (hon-daou) | moai | hol, hon, hor | munno |
Eil gour (daouder) | c'hwi (ho-taou) | doai | ho | dudno |
Trede gour (daouder) | int (o-daou) | soai | o | sudno |
Kentañ gour (liester) | ni | mii | hol, hon, hor | min |
Eil gour (liester) | c'hwi | dii | ho | din |
Trede gour (liester) | int | sii | o | sin |
En daolenn da-heul e tispleger ar raganv-gour eñ/hi (ne vez ket lakaet kemm etre ar reizhoù) en holl droadoù :
Unander | Daouder | Liester | |
---|---|---|---|
Nominativ | son | soai | sii |
Genitiv-Akuzativ | su | sudno | sin |
Lokativ | sus | sudnos | sis |
Illativ | sutnje | sudnuide | sidjiide |
Komitativ | suinna | sudnuin | singuin |
Esiv | sunin | sudnon | sinin |
Verboù
kemmañGour
kemmañDispleget e vez ar verboù samiek evit tri gour :
- kentañ gour
- eil gour
- trede gour
Doare
kemmañPevar doare a zo e samieg an Norzh :
Niver
kemmañDispleget e vez ar verboù samiek evit tri niver :
Amzer
kemmañDaou amzer eeun a vez implijet e samieg an Norzh :
ha daou amzer kevrennek :
Verb nac'h
kemmañEvel ar yezhoù samieg all, ar finneg hag an estoneg en deus samieg an Norzh ur verb nac'h a vez displeget hervez an doare (doare-disklêriañ, doare-gourc'hemenn, doare-divizout ha doare-gallout), ar gour (1añ, 2l ha 3e) hag an niver (unander, daouder ha liester).
Doare-disklêriañ Doare-gourc'hemenn Doare-divizout Doare-gallout u . d. l. u. d. l. u. d. l. u. d. l. 1 in ean eat 1 - - - 1 allon allu allot 1 aman amame amamet 2 it eahppi ehpet 2 ale alli allet 2 ale alli allet 2 amat amade amadet 3 ii eaba eai 3 - - - 3 allos alloska alloset 3 amas amaska amaset
Ne vez ket displeget ar verb nac'h-se hervez an amzer.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Gerioù samiek an Norzh er Wikeriadur
- Kimberli Mäkäräinen Geriaoueg samieg an Norzh - saozneg
- Geriadur sámi ha diaz-titouroù