Plouz
Ar plouz eo an anv roet da gorzennoù ar familh plant anvet Poaceae (bet anvet geoteged), e dibenn an hañv pe e penn-kentañ an diskar-amzer, pa grog da sec'hiñ ha da sklaeraat. Peurliesañ ez eo ivez anv ar c'holo pe hini ar c'horzennoù sklaer, goude an eost. Ar plouz a chom en douar goude troc'het an ed a zo anvet soul, pe saouled ivez.
Implij
kemmañPlouz a vez implijet da c'houzer evit al loened. Betek dibenn ar Grennamzer e veze implijet da deiñ tiez. Hiziv an deiz e vez implijet en-dro abalamour d'e berzhioù mat : danvez a c'haller produiñ en-dro eo, ha danvez-difuiñ (trouz ha tommder). Aesoc'h eo ivez sevel toennoù plouz dre ma'z eo bet nevesaet an ostilhoù implijet d'en ober. Stankoc'h eo ar plouz, neuze ne c'hall ket bezañ distrujet gant an tan pe gant krignerien.
Togoù
kemmañTroioù-lavar
kemmañGwelout ivez
kemmañSkeudennoù
kemmañ-
Teiñ