Köln

kêr alaman
(Adkaset eus Kolun)

Köln[1] (distaget [ˈkœln]), e rannyezh Köln: Kölle ([ˈkœɫə]) a zo ur gêr eus kornaoueg Alamagn, war ribl ar Roen. Ar pevare brasañ kêr eus ar vro eo-hi war-lerc'h Berlin, Hamburg ha München. Kêr vrasañ Nordrhein-Westfalen eo ivez. Ur milion a dud a zo o vevañ enni.

Gwel ledan eus Köln da noz. Gwelet e vez Pont Deutz, Iliz sant Martin, an iliz-veur ha Pont Hohenzollern

Impalaeriezh roman uhelañ

kemmañ
  • Oppidum Ubiorum (Tacitus, Annales, I, 36 & XII, 27)
  • Ara Ubiorum (Tacitus, Annales, I, 39)
  • Colonia Agrippinensis (Suetonius, Tacitus, Plinus; mein-bonn IIvet & IIIvet)
  • Ara ː enskrivadur eus amzer ar Flavii
  • Cl(audia) Ara ː enskrivadur IIvet kantved
  • CCAA (Colonia Claudia Ara Agrippinensis) ː enskivadurioù adalek eil hanter IIvet kantved
  • Colonia Agrippina (Itin. Ant)
  • Aggripina (CIL XIII, 8283; Itin. Ant; Taolen Peutinger)
  • Col(onia) Claud(ia) Aug(usta) Agrippinensium (CIL, IX, 1584, da vare Severus Alexander)
  • Col(onia) ː maen-bonn lev eus 251/253

Impalaeriezh roman izellañ

kemmañ

Krennamzer

kemmañ

Ardamezioù

kemmañ
En argant e unnek daeraouenn en sabel; e gab en gul karget gant teir kurunenn en aour  

Henamzer

kemmañ

Köln a zo bet da gentañ, adalek 50, un drevadenn roman staliet et bro Velgia. Goude se eo bet savet kêrbenn Germania Izellañ (Inferior).

Saloninus, mab an impalaer Gallienus a zo bet drouklazhet eno gant Postumus er bloaz 260.

Postumus e reas e gêrbenn diganti.

Victorinus a zo bet drouklazhet eno er bloaz 270.

Goude bet diskaret an impalaeriezh galian, daou ofiser, Proculus ha Bonosus, emsavet a-enep Probus, e oa lazhet an eil war lec'h egile e-kichen Köln.

Er bloaz 310, ur pont a zo bet savet war urzh Kustentin, hag ar castellum Divitia (Deutz) evit difenn ar pont en tu all d'ar stêr.

War dro 509, Sigebert, roue ar Vranked ar Rhin, e oa lazhet gant e vab Chloderic, diwar atiz Klovis, roue ar Vranked Salian.

Chloderic e oa drouklazhet d'e zro gant tud kaset gant Klovis, hag e oa war an dro anvet roue Franked ar Rhin.

Mojenn santez Ursula

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Nancy Gauthier, Hansgerd Hellenkemper : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XII. Province ecclésiastique de Cologne (Germania Secunda). De Boccard. 2002

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. pe Kolun hervez geriadur Vallée, p. 132.