Korac'h
Korac'h a vez lavaret eus ur vag-pesketa bihan ha skañv hag a weler war stêrioù zo eus Iwerzhon ha Kembre.
Kembre
kemmañEn Henamzer e veze implijet en Enez Vreizh a-raok aloubadeg ar Romaned zoken. E Kembre hiziv n'o gweler ken nemet war ar stêrioù Tywi, Teifi ha Tâf, ha cwrwgl pe corwgl a vez graet anezhe e kembraeg.
Perzh kentañ ar bagoù-se eo bezañ aes d'ober ha bezañ skañv da zougen. Graet e vezent gant krec'hin ha gwial. E Kembre e veze implije a zaouoù da besketa gant ur roued: un den e pep penn o terc'hel ar roued da dapout ar pesked.
Broioù all
kemmañGwelet e vez korac'hoù ivez war ar stêr Havren, e Bro-Saoz, war ar stêr Boyne en Iwerzhon, war ar stêr Spey e Skos.
Brasoc'h eget hini Kembre eo currach Iwerzhon ha Skos.
Bigi peuzheñvel zo ivez e broioù all: SUA (Bullboat an Indianed), Irak (ar Gufa), India (ar Parisal) da skouer.