Kori Schwartz

Corydoras schwartzi
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhad : Siluriformes
Kerentiad : Callichthyidae
Genad : Corydoras
Anv skiantel
Corydoras schwartzi
Rössel, 1963
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Kori Schwartz (Corydoras schwartzi) a zo ur pesk dour dous trovanel eus kerentiad ar Callichthyidae. E gavout a reer e diazad ar stêr Puru e Brazil. Deskrivet e voe evit ar wech gentañ gant Rössel e 1963.

Tizhout 6 cm a c'hell ha plijout a ra gwelloc'h dezhañ dour etre 6 ha 8 e bPH hag etre 22°C ha 26°C. Debriñ a ra anevaled dour bihan a gav en traez pe er grozol. Dozviñ a ra e-touez ar plant stank met ne ra ket war-dro e-vioù.

Ur pesk peoc'hiek eo a zleer mirout e strolladoù bihan en un akwariom na zlefe ket bezañ bihanoc'h eget 60 litr.


Liammoù diavaez kemmañ

(en) Luc'hskeudennoù war fishbase

(fr) Kori Schwartz war aquabase.org