Korn-liv
Ar c'horn-liv, pe korned-liv, pe pod-liv, a zo ur podig ma vez lakaet al liv da skrivañ gant ur bluenn, ur doug-pluenn pe ur stilo-pluenn. Arveret e veze araok ne vefe ijinet ar boulbluenn hag ar stilo gant kartouchennoù e kerzh an XXvet kantved, en amzer ma veze soubet e bluenn pe zoug-pluenn ennañ.
Traezoù dastumad pe a-stroñs int hiziv hon deiz. E gwer, porselen, arc'hant, laton pe en ur c'hendeuzad plom-staen e c'hallont bezañ. Ur golo a vez gantañ evit parraat a fotañ, aezhenniñ pe bezañ kontammet.
Istor
kemmañAdal amzer skriverien an Henegipt e veze graet gant kornoù-liv, ha goude en impalaeriezh roman. Diseurtelaat a reas en Europa en XVIIIvet kantved. Dispredañ a reas e deroù an XXvet kantved pa voe ijinet ar stilo-pluenn gant kartouchennoù. Ne oa ket ezhomm ken soubañ an stilo-pluenn el liv goude bezañ skrivet un nebeud linennoù. Taolioù-skrivañ ar skolidi a oa un toul krenn ganto evit lakaat o c'horn-liv.
Skeudennaoueg
kemmañ-
Korn-liv eus ar 1añ pe an eil kantved eus Vaison-la-Romaine o taolenniñ Gwener, he dimezelled-a-heul ha putti vihan
-
Korn-liv e porselen bet da James Burnett, lord Monboddo (war-dro 1760)
-
Skouerioù kornioù-liv beajiñ eus an XIXvet kantved
-
Korn-liv en ur c'hendeuzad plom-staen
-
Korn-liv ar c'hroc'haner Alexandre Bigot (war-dro 1900)
-
Taol-skrivañ skol gall eus 1900. Gwelout a reer an touloù evit korn-liv ar skolidi
-
Korn-liv e gwer hag ur stilo-pluenn (1989)