Kreizennoù sevenadurel Breizh

E-kerzh ar bloavezhioù '70 e voe savet kreizennoù sevenadurel a bep seurt dre ma ne veze ket aozet gouelioù 'zo pe kentelioù 'zo war ar brezhoneg, ar sonerezh, an istor, an douaroniezh hag all, gant ar c'helc'hioù keltiek. Pinvikaet o deus ar c'hinnig sevenadurel breizhat a galz. Degaset o deus giz ar festoù-noz en-dro dre holl dre ar vro.

Kreizennoù sevenadurel a zo bet savet neuze e Lannuon, an Oriant, Sant-Brieg, Gwengamp, Roazhon, Brest, Tregastell... Kalz anezho a zo bev c'hoazh.