Kristian zo un anv-badez a gaver e meur a yezh, en o zouez en albaneg, bosnieg, brezhoneg, bulgareg, daneg, finneg, kroateg, makedoneg, norvegeg ha svedeg. Roet e vez d'ar baotred ha talvezout a ra kement ha kristen.

Stummoù all

kemmañ

Kristián e vez skrivet e tchekeg ha slovakeg, gant un tired lemm war an "a" eta. E yezhoù all e gaver ar stummoù Christian ha Cristian, ha Christiaan e nederlandeg.