Kseniya Anatolyevna Sobchak

Ксе́ния Анато́льевна Собча́к
Kseniya Anatolyevna Sobchak
Kseniya Sobchak e Moskva e 2010
Anv Ксе́ния Анато́льевна Собча́к
Ganet 5 a viz Du 1981
e Leningrad (Unvaniezh Soviedel)
Broadelezh Rusia
Brudet evit merc'h Anatoly Sobchak, kinnigerez skinwel, krouerez dilhad
Lec'hienn ksenia-sobchak.com/


Kseniya Anatolyevna Sobchak (rusianeg : Ксе́ния Анато́льевна Собча́к, ganet d'ar 5 a viz Du 1981 e Leningrad, Unvaniezh Soviedel (hiziv an deiz Sant Petersbourg, Rusia) a zo eil merc'h Anatoly Sobchak, hag eñ bet an hini kentañ dilennet da vaer Sant Petersbourg en un doare demokratel. Brudet eo-hi evel kinnigerez an abadenn skinwel gwirvoud "Dom-2" a vez skignet gant TNT. A-wechoù e vez graet "It girl" Rusia anezhi, pe c'hoazh " Paris Hilton Rusia"[1].


He buhez

kemmañ

Pa oa bugel ez eas d'ar skol-dañs stag ouzh c'hoariva Mariinsky hag ouzh skol-arzoù Mirdi ar Peniti. E 1998 e kuitaas ar skol stag ouzh skol-veur Herzen hag ec'h enskrivas e kevrenn darempredoù etrebroadel skol-veur stad Sant Petersbourg. E 2001 ez eas da Voskva ma studias an darempredoù etrebroadel e Skol-Uhel stad an darempredoù etrebroadel. E 2002 ec'h enskrivas e master e kevrenn politikerezh an hevelep skol-veur.

E 2004 e c'hoarias er film Thieves and Prostitutes, hag a zo diazezet war he bugaleaj[2].

Treserez dilhad ha botezennoù kaoutchouk eo ivez. E miz Even 2006 e krouas e dastumad botezennoù kentañ.

E 2004 e voe e-touez an dud a lakaas o anv da gemer perzh er veaj touristerezh kentañ en egor en ur fuzeenn Soyouz. Ne voe ket kaset ar raktres da benn vat.

D'an 28 a viz Kerzu 2008 do en ur c'harr-nij perc'hennet gant Aeroflot hag a yae eus Moskva da New York. Asambles gant tud all er c'harr-nij-se e verzas e oa mezv al levier. He brud a implijas da bellgomz da dud Aeroflot ha tennet e voe al levier diouzh ar c'hockpit[3].

Gant kazetennerien ar gelaouenn Tatler eo bet savet roll merc'hed c'hoantus o-unan a zo e Rusia. Diazezet eo ar roll war o finvidgezh hag o brud. Anavezet eo-hi e Rusia evel mondianez ha palc'h ar skinwel. Lakaet eo bet da 'it girl' pennañ ar vro, rak heñvel eo ouzh Paris Hilton[4].

Darempredoù gant Vladimir Poutin

kemmañ

He zad Anatoly a sikouras Vladimir Poutin da stagañ gant ar politikerezh, d'ar mare ma oa maer Sant Petersbourg. Ha Poutin a sikouras anezhañ d'e dro pa voe kaoz eus breinadur[5]. War a lenner e Moscow News, "a-drugarez da hegarated Poutin e-keñver familh Sobchak e c'haller lavarout ez eo gwarezet family Ksenia Sobchak, se zo kaoz e c'hall-hi bezañ hardizh". Kement-se a voe gwelet e miz Here 2011 pa gejas gant Vasily Yakemenko, hag eñ e penn ar strollad yaouankizoù Nashi. Skandalet e voe ganti peogwir en doa bet debret en ur preti cheuc'h e Moskva. Ganti e voe lakaet video o c'hejadenn enlinenn[5]. Koulskoude e hañval bezañ kemmet an darempred etrezi ha Poutin. Goude dilennadegoù an Douma d'ar 4 a viz Kerzu 2011 e kemeras Ksenia perzh er manifestadegoù aozet gant ar re a save a-enep disoc'h an dilennadegoù. Kemer perzh a reas er stourm kaset e miz Meurzh 2012 a-enep dilenn Poutin da brezidant en-dro.


Meskañ

kemmañ

Un diskouezerez-c'hiz anvet Ksenia a weler war golo ar bladenn This is Hardcore gant Pulp. Daoust d'ar pezh a vez soñjet gant lod n'eo ket Kseniya Sobchak met ur plac'h all he deus an hevelep raganv.

  • 2007: Dance (Потанцуй) (gant Timati)

Notennoù

kemmañ
  1. Anne Barnard : http://www.nytimes.com/2008/07/27/world/europe/27tabloids.html, Raucous Russian Tabloids Thrive, The New York Times, 27 a viz Gouere 2008
  2. http://www.imdb.com/name/nm2446117/bio, Kseniya Sobchak – Biography, Internet Movie Data Base
  3. http://www.telegraph.co.uk/news/worldnews/europe/russia/4448262/Aeroflot-says-drunk-pilot-no-big-deal.html, The Daily Telegraph, Aeroflot says drunk pilot 'no big deal', Adrian Blomfield, 2009
  4. http://english.pravda.ru/photo/report/women-4384, Russia's most desirable single woman, Pravda.ru, 02 a viz Gwengolo 2009
  5. 5,0 ha5,1 Splurge scandal at restaurant, The Moscow News


Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.