Kumuniezh kêr
Krouet e voe ar statud kumuniezh kêr (ent-ofisiel : communauté urbaine) dre lezenn an 31 a viz Kerzu 1966. Fiziet e voe dezho kazimant an holl galloudoù e-keñver aozadur ha diorroadur an tiriad. Ur galloud dizalc'h o deus e keñver tailhoù lec'hel ha donezonoù ar stad. Ar c'humunioù ezel eus ar gumuniezh kêr a fiz o galloudoù d'ar gumuniezh kêr. Peder a voe krouet e 1966:
-Lille (85 kumun enni)
-Strasbourg (28 kumun)
-Lyon (55 kumun)
-Bourdel (27 kumun)
Ur wech ezelet d'ur gumuniezh kêr eo kazimant dibosupl mont maez deusouti. Strishoc'h al liamm eget er gumuniezh kumunioù (communauté de communes) hag ar gumuniezh tolpad kêrioù zoken (communauté d'agglomération).
Kumuniezhioù kêr krouet diwezhatoc'h:
kemmañ14 kumuniezh kêr a zo hiriv an deiz e Bro-C'hall. 10 a voe krouet neuze goude ar 4 gentañ:
-1968: Kumuniezh Kêr Dunkerque eo an hini gentañ krouet dindan youl an dilennidi (18 kumun)
-1970: Kumuniezh kêr ar C'hreusot-Monceaut les mines (16 kumun)
-1971: Kumuniezh kêr Cherbourg. (5 kumun)
-1972: Kumuniezh kêr Ar Mans (9 gumun)
-1973: Kumuniezh kêr Brest (8 kumun)
-1995: Kumuniezh kêr Alençon (19 kumun)
-1996: Kumuniezh kêr Nancy Vras (20 kumun)
-1998: Kumuniezh kêr Arras (24 gumun)
-2001: Kumuniezh kêr Naoned (24 gumun)
-2001: Kumuniezh kêr Marsilla (18 kumun)