Kumuniezh kumunioù Pempoull Goueloù

Kumuniezh kumunioù Pempoull Goueloù a oa anezhi un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Ul lodenn eus Bro Treger ha Goueloù eo. E Plourivoù edo renerezh ha melestradurezh ar gumuniezh-kumunioù. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant c'hwec'h etrekumuniezh-all.

Lec'hiañ an etrekumuniezh en Aodoù-an-Arvor.

Kumunioù

kemmañ

Kumuniezh kumunioù Pempoull Goueloù a yae 9 c’humun d'ober anezhi:

  1. Eviaz
  2. Kerfod
  3. Lanleñv
  4. Plaeraneg
  5. Pempoull
  6. Plehedel
  7. Ploueg-ar-Mor
  8. Plourivoù (sez)
  9. Sant-Loup

Prezidant

kemmañ

Jean-Yves de Chaisemartin, maer Pempoull, abaoe miz Ebrel 2014.

Barregezhioù

kemmañ

E 2010 e vere ar gumuniezh-kumunioù ar barregezhioù da-heul:

  • Siberkumun
  • Lastez
  • Diorren ekonomikel: savet ez eus bet un ti an embregerezhioù ha takadoù artizanelezh a zo bet krouet
  • Skol Sonerezh
  • Poull-neuial: savet ez eus bet e 2001 ur poull-neuial nevez, galvet Islandia
  • Servijoù evit ar re vihan
  • Treuzdougen: ur servij gant ma vez goulennet a vez kinniget d'an dud
  • An endro: loc'het eo bet ar programm Agenda 21 e 2009
  • An dour: ar sindikad dour a zo bet ebarzhet e-barzh ar gumuniezh e 2010
  • Kantreourien: un dachenn ispisial a zo meret evito.

Brezhoneg

kemmañ
  • E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 80 skoliad (5,7% eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[1]

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ofis Publik ar Brezhoneg