Plehedel

kumun Aodoù-an-Arvor

Plehedel (distaget: ['pløːdɘl] er vro) a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Oueloù hag en Aodoù-an-Arvor.

Plehedel
Chapel ha kalvar Sant Mikael.
Chapel ha kalvar Sant Mikael.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pléhédel
Bro istorel Bro-Sant-Brieg (Goueloù)
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Plouha (betek 2015)
Pempoull (abaoe 2015)
Kod kumun 22178
Kod post 22290
Maer
Amzer gefridi
Daniel Ropers
2020-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn Web http://www.plehedel.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 317 ann. (2022)[1]
Stankter 107 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 43″ Norzh
3° 00′ 25″ Kornôg
/ 48.6952777778, -3.00694444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 95 m
bihanañ 22 m — brasañ 107 m
Gorread 12,36 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plehedel

Douaroniezh

kemmañ
  • Bernard Tanguy (1992) : "Plohedel, 1245; Pleuheudel, 1294; eccl. de Plohedel, 1295; Plehedel, vers 1330; par. de Pleheder, 1362; Ploehedel, 1364; Pleuhedel, 1423; Ploeheudel, 1426; Plouedel, 1486; brezhoneg : Pleudel".
  • Erwan Vallerie (1995) : "Pleudel ? 1235; Plohedel, 1245; Pleuheudel, 1294; Plohedel, 1295; Pleheder, 1362; Ploehedel, 1364; Pleuhedel, 1423; Ploeheudel, 1442; Ploehedel, 1516; Pluhedel, 1630.

Ardamezioù

kemmañ
  • Palefarzhet : ouzh 1 ha 4, en gul e rodig-kentr en argant, ouzh 2 ha 3 en glazur"  

Ardamezioù familh de Boisgelin (Koad-Kelen)

  • Kemeret e voe 2 500 Lur en ti-post, gant tud eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 14 a viz Eost 1943, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[5].
  • Mervel a reas pevarzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Maner Koadjelin.
  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Chapel ha kalvar (XVIIIvet kantved) Sant Mikael.
  • Chapel Sant Samzun.
  • Monumant ar re varv etre ar maerdi hag an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[6].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
  • Yvon Le Put, maer (2008-2014).
  •  
    Charles-Eugène kont Boisgelin..
    Charles-Eugène, kont Boisgelin ː (1726 / 1791); Letanant lestr, ha kabiten listri; marc'heg Sant-Loeiz; Gouarnour Sant-Brieg e 1773; Prezidant urzh an Noblañs ouzh Breujoù Breizh, e Roazhon, e 1778.
  • Vincent-Alexandre de Boisgelin ː breur gevell Charles-Eugène, (Plehedel, 28 Meurzh 1730 / *** ?); Brigadier troadigiezh, 1781, ha marichal-kamp, 1788.
  •  
    Bruno-Gabriel-Paul, markiz Boisgelin.
    Bruno-Gabriel-Paul , beskont Boisgelin ː (Plehedel, 26 Eost 1767 / Pariz, 3 Mae 1827); mab Charles-Eugène; Kabiten-lestr; Kabiten troadigiezh e-kerzh an Dispac'h; divroet e 1791; marc'heg Sant-Loeiz e 1814; par Bro-C'hall ar 17 Eost 1815;
  • Alexandre-Joseph-Gabriel, markiz Boisgelin ː Divroet, gant e zad, e 1791 (Plehedel, 14 Ebrel 1770 / Pariz, 21 Mezheven 1831)
  • Zoé Rolland ar Roskoad ː Mamm Marie-Madeleine, diazezerez Seurezed  ar Ragevez Ruillé-sur-Loir. (Naoned, 09.01.1781 / Maner ar Roskoad, 25.06.1822)
  • Édouard Hostein, livour - maendreser (Plehedel, 10 Here 1804 / Pariz, 25 Eost 1889)
  • Jean-Baptiste Legeay ː (Banaleg-ar-Gevred, 1897 / dibennet e Koln an 10.02.1943); Rezistant tu De Gaulle, Bet flatret e miz Du 1941, ha forbannet, ha dibennet)
  • Gilles de Boisgelin ː Plehedel, 13 Kerzu 1919; marvet dre gwallzarvoud war an hent e Eviaz an 10 Ebrel 1990

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  Beringhen

Aotrounez Boisgelin

En argant e zri feul en gul e gab en glazur karget gant div fempdiliaouenn en argant

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  4. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  5. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 17, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  6. (fr)Memorial Genweb