Kunilingus
Ar c'hunilingus (pe elligafañ) eo an anv roet (diwar al latin) d'an ober reizhel a vez graet o flourañ pe vroudañ ar c'hourzh pe an ellig dreist-holl, gant an teod, pe ar muzelloù. Un ober anavezet a bell zo eo, pa gaver livadurioù eus Henroma ouzh e ziskouez.
Tud zo a blij dezho pebrañ an ober gant ur biz lakaet er gouhin, pe er fraezh.
Gerdarzh
kemmañSavet eo ar ger kunilingus diwar ar ger latin cunnilingus (cunnilinctus a vez lavaret ivez), eus cunnus « kourzh » ha lingere « lipat ».
Savet eo elligafañ diwar ellig hag afañ, ha zo kement ha pokat.
An ober
kemmañUr flouradenn a c'hall kas d'an orgasm eo, ken tener eo an ellig[1].Gant an halv e vez dousaet ar flouradenn c'hoazh, met tud zo a implij dour ivez[2]. Bez e c'haller ober ar flouradenn-se avat mann nemet evit boulc'hañ gant ar c'hoari, hep klask tizhout an orgasm evel-se diouzhtu.
Etre merc'hed zo eo honnezh ar flouradenn priziet ar muiañ.
Doareoù envel all
kemmañLipat ar billig a vez graet eus an ober en un doare dizereat.