Ketzaled


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Trogoniformes
Kerentiad : Trogonidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hetzaled a zo evned eus ar c'herentiad Trogonidae hag a vev e Kreizamerika, e Mec'hiko dreist-holl.
E Guatemala e vev Eupilotis neonexus, met hiniennoù zo bet gwelet en SUA, en Arizona ar Su, tostik-tost da harzoù Mec'hiko.

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv eus ar ger nahouatlek quetzalli, a zo kement ha « pluenn lost vras splann », hag a gaver en anv an doue aztek Quetzalcoatl, an « naer bluek » pe « naer-getzal », pa'z eo unan eus he stummoù. E nahouatleg e reer quetzaltototl anezhañ, gant an elfenn tototl hag a dalv kement ha "labous".

Spesadoù

kemmañ
Genad Pharomachrus.
  • Pharomachrus antisianus.
  • Pharomachrus auriceps.
  • Pharomachrus fulgidus.
  • Pharomachrus mocinno.
  • Pharomachrus pavoninus.
Genad Euptilotis
  • Euptilotis neoxenus.

Statud mirerezh

kemmañ

N'emañ ket ar c'hetzaled dre vras en arvar en natur, petra bennak ma'z eo bet lakaet ar spesadoù Pharomachrus moccino hag Euptilotis neoxenus el live NT (Near Threatened, "Tost da vezañ en arvar") gant an IUCN.

Skeudennoù

kemmañ
       
Pharomachrus antisianus Pharomachrus auriceps Pharomachrus mocinno Pharomachrus pavoninus