Kyc'hreüs
Kyc'hreüs (henc'hresianeg : Κυχρεύς) a oa mab d'an doue Poseidon ha da Salamis, merc'h an doue-stêr Asopos.
Dont a reas da vout roue enez Salamis, dimeziñ a reas d'an nimfenn Stilbe, hag ur verc'h o doe, anvet C'hariklo, a voe gwreg C'heiron, an den-marc'h.
Ur verc'h arall dezhañ, Glaoke, a zimezas da d-Telamon, ha hemañ a voe roue an enez da varv e wreg.