L'Entraide française (1945)
Embannet eo ar rummad anvet « Entr’aide française » e 1945 evit bezañ implijet en Impalaeriezh trevadennel c'hall. Un dresadenn eeun eo, o kinnig arouezioù ar Republik : poltred Marianne, treset gant Dulac, skourr ur wezenn-olivez hag ar pennlizherennoù RF dindan Kroaz Loren. « Distro ar Republik ! » sed aze pezh a sinifi an timbroù-se, e gwirionez.
War an hevelep patrom, gant un alc’hwez disheñvel hervez ar vro ez eo gwerzhet an timbroù « Entr’aide française » e-barzh pevarzek trevadenn c’hall : Afrika ar C'hornaoueg C'hall, Afrika ar C'heheder C'hall, Aod gall ar Somalianed, Gwadeloup, Gwiana C'hall, Kaledonia-Nevez, Kameroun, Madagaskar, Martinik, Enez ar Reünion, Sant-Pêr-ha-Mikelon, Tiriadoù gall en India, Tiriadoù gall en Okeania ha Wallis-ha-Futuna.