Léon Douay a oa anezhañ ur marc'hadour gall troet gant studi yezhoù indian Amerika. Meur a bennad-studi faltazius a-walc'h en deus embannet diwar o fenn en eil hanterenn an XIXvet kantved.

Ganet e oa e Bro-C'hall e-tro ar bloavezhioù 1830 moarvat. E-pad meur a vloaz eo bet o chom e Kolombia war-dro ar bloavezhioù 1860. A-raok 1870 e tistroas da Vro-C'hall ma krogas da embann studiadennoù adalek 1888 ha ma chomas neuze betek e varv, c'hoarvezet goude 1900.

An den

kemmañ

N'ouzer ket gwall dra diwar-benn Léon Douay estreget ar pezh a gont deomp e-unan er pennadoù skrivet gantañ.

Cauca, Kolombia

kemmañ

Evit doare e oa marc'hadour kinkina e Silvia (departamant ar C'hauca), e Kolombia e-tro 1860 a-gevret gant e vreur Séraphin Douay. Krediñ a reer e oa eno e-pad ar brezel diabarzh a reas reuz er vro etre 1860 ha 1863 pa lavar deomp en em gave e Silvia pa oa bet aloubet ar vourc'h gant an Indianed nasa. En e bennad embannet e 1888 e ra anv DOUAY eus tud anavezet gantañ e Kolombia 20 vloaz abretoc'h, ar pezh a lakafe anezhañ er vro-se c'hoazh e-tro 1868 e dibenn ar bloazvehzioù 1860.

Displegañ a ra deomp Léon Douay en e oberennoù en deus bet ar chañs da vevañ pell e-touez daou veuriad Indianed eus Kolombia (Gwambiaiz ha, dreist-holl, an Nasaed).

Ne hañval ket Léon Douay bezañ bet gwall brederiet gant ar yezhoù indian d'ar mare ma oa o chom o Kolombia koulskoude (e-tro ar bloavezhioù 1860 eta). Diouzh a ouzer n'en deus dastumet ger ebet drezañ e-unan. Ne ro ket deomp da c'houzout ger ebet bet desket war-eeun gantañ pa oa eno zoken, pe e ve e gwambiaeg, pe e nasaeg. Dont a ra e holl ditouroù eus e lennadennoù hag eus ar rolloù gerioù bet kaset dezhañ gant tud all. Hag eñ bet o chom bloavezhioù-pad er C'hauca, gallout a reer krediñ ne ouie Douay grik ebet eus an div yezh indian komzet eno koulskoude.

Dizoloadenn Nisa ha levezon Brasseur de Bourbourg

kemmañ

En Okitania, e Nisa, e hañval bezañ Léon Douay e-pad brezel 1870 ma voe trec'het ar C'hallaoued gant ar Brusianed. Eno eo, emezañ, ma "tizoloas" al liammoù etre yezhoù kreiz ha Suamerika, gant levrioù an abad Brasseur de Bourbourg.

Diwar se, goulakaat a c'haller ober ne grogas Douay da vezañ dedennet da vat gant ar yezhoù indian nemet goude brezel 1870, moarvat e-pad e chomadenn e Nisa, meur a vloaz goude dezhañ bezañ distro da Vro-C'hall neuze. Evit gwir, e studiadennoù koshañ ne vint embannet nemet pell war-lerc'h, e-tro fin ar bloavezhioù 1880. Displegañ a ra Douay deomp e pleustras war levrioù an abad Brasseur de Bourbourg a oa anezhañ unan eus arbennigourein veur ar mayaeg d'an ampoent.

Ne lavar ket Douay deomp ha kejet en doa gant Brasseur de Bourbourg pe hag-eñ e oa mignon gantañ, ar pezh n'en dije ket manket d'ober moarvat ma vije bet mignoniezh etrezo. Marv eo Brasseur de Bourbourg e Nisa e 1874, ar gêr ma oa Douay o chom er bloavezhioù-se ivez. Douetus-bras e vefe neuze n'o defe ket bet digarez da gejañ an eil gant egile daou zen bet o chom er broioù tramor e-pad pell, dedennet o-daou gant yezhoù Amerika, hag o taremprediñ metoù bourc'hizien kêr Nisa e-tro an hevelep mare. Daoust ma n'haller ket bezañ peursur eo en em gavet Douay gant Brasseur de Bourbourg end-eeun (mut e chom Douay er c'heñver-se), e c'haller moarvat soñjal eo e Nisa e klevas Douay anv eus an abad brudet ha ma krogas da lenn e levrioù ha da vezañ tomm e galon ouzh an amerikaouriezh. Diwar se eo e klaskas Douay gwelet neuze ha n'halle ket tennañ gounit eus an darempredoù en doa miret er C'hauca evit degas e lod d'ar skiant nevez-se.

E 1891 e e voe embannet e studiadenn diwar-benn yezhoù ar C'hauca kinniget da gentañ e Berlin e 1888 da-geñver kendalc'h an Amerikaourien. En un notenn savet e Nisa e deroù al levr ec'h anzav bezañ klañv ha dinerzh. Dediañ a ra e levr d'ar beskont de La Cressonnière ma kavas bod en e di e-pad brezel 1870.

E 1900 e teu er-maez e oberenn vrasañ Nouvelles recherches philologiques sur l'antiquité américaine contenant une contribution à l'américanisme du Cauca, embannet e Pariz, a vod lod eus e bennadoù koshoc'h. Displegañ a ra an aozer en e raklavar bezañ ranket dilezel e studioù e-pad tost 10 vloaz, abalamour d'e yec'hed moarvat.

Léon Douay an Amerikaour

kemmañ

Evel ar c'halz eus Amerikaourien an XIXvet kantved, prederiet e oa Léon Douay gant diskouez pegen kar e oa ar yezhoù amerikan indian an eil gant eben. Ar pep brasañ eus ar pennadoù savet gantañ a ya d'o ober rolloù gerioù tennet eus nouspet yezh indian disheñvel lakaet keñver-ha-keñver da ziskouez an orin anezho hag etimologiezh kement ger zo. Krediñ-start a rae Léon Douay e tiskenne holl yezhoù Amerika eus un niver a familhoù yezhoù bihan-tre. Krediñ a rae ivez e oa kar-tost ar c'hechuaeg gant ar mayaeg hag e c'hoarie ar mayaeg evit yezhoù Amerika, ar roll sammet gant ar sañskriteg e-keñver ar yezhoù indezeuropek, anezho-holl mennozhioù bet distaolet groñs gant ar skiant bremañ.

Léon Douay ne oa ket ur skolveuriad anezhañ ha ne oa ket chalet da zisplegañ talvoudegezh gerioù tennet eus yezhoù eus Chile, Perou pe Paraguay gant tammoù silabennoù mayaek. A-dra-sur, n'eus ket nemeur a dalvoudegezh skiantel gant studiadennoù etimologel stultennus Léon Douay ha ma vije bet dibabet gantañ ar brezhoneg da zanvez studi e vije bet da vezañ renket e-touez ar Geltomaned sur ha n'eo ket marteze.

Mard eus un dalvoudegezh bennak gant labourioù Léon Douay hiziv c'hoazh, ouzhpenn 100 vloaz war-lerc'h, eo hep mar ebet abalamour d'ar gerioù gwambiaek roet gantañ a-drugarez d'e chomadenn er C'hauca e-tro ar bloavezhioù 1860. Evit gwir, dibaot-kaer eo an testenioù eus ar yezh-se a-raok kreiz an XXvet kantved. Setu perak e voe implijet kalz labourioù Douay gant ar yezhoniourien a zeuas war e lerc'h, evel ar C'hallaoued Beuchat ha Rivet, da skouer, a studias an nasaeg hag ar gwambiaeg e-doug hanterenn gentañ an XXvet kantved.

Siwazh, Léon Douay n'en doa ket desket ar yezhoù-se, n'en doa graet nemet adskrivañ, alies gant fazioù, rolloù gerioù bet kaset dezhañ gant tud all ha treuzksrivet gant spagnolegerien na oant ket evit klevet soniadoù zo. Heverk eo er c'heñver-se e bennad Contribution à l'américanisme du Cauca; e galleg emañ skrivet ar pennad met e spagnoleg eo troet ar gerioù gwambiaeg meneget gantañ. Gant se e chom amsklaer-tre ul lodenn eus ar gerioù roet gant Léon Douay. Gwashoc'h c'hoazh, ar stlabez zo en e bennad etre ar gerioù nasaek ha gwambiaek kinniget dezhañ holl evel gerioù gwambiaek gant an daou studier kolombian a ditouras anezhañ a voe pennkaoz ma kredas e-pad pell ar yezhoniourien e oa yezhoù kar eus an div yezh-se, a-raok na vefent deskrivet evito o-unan, pa ouzer bremañ n'int ket kar tamm ebet.

Daoust da bep tra, eñvoret e rank bezañ Léon Douay evit bezañ bet e-touez an nebeud tud prederiet gant yezhoù kentidik Amerika, en o zouez div yezh kolombian peurgetket, hag evit bezañ treuzkaset betek ennomp geriennoù eus ar gwambiaeg, geriennoù a chomo da viken e-touez an testenioù koshañ anavezet eus ar yezh-se. Klaoustre e vije bet plijet Léon Douay o c'houzout n'en doa ket labouret en aner a-benn ar fin.

Oberennoù

kemmañ
  • La parenté lexicologique du maya et du quechua. Douay Léon. Congrés international des Americanistes. 1888.
  • Mémoire sur les affinités du Maya avec certaines langues de l'Amérique méridionale, Léon Douay, 1890
  • Contribution a l'américanisme du Cauca (Colombie). Douay Léon. Congrés international des Americanistes. Compte rendu de la septième session. Berlin. 1890.
  • Etudes étymologigues sur l'antiquité américaine. Douay Léon. Paris. Librairie orientale et américaine. J. Maisonneuve. 1891.
  • Nouvelles recherches philologiques sur l'antiquité américaine contenant une contribution à l'américanisme du Cauca; Douay Léon; Paris; J. Maisonneuve. 1900.